Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1906, 1931, 1954] Den eus Euskadi. [1906] Emaint o paouez sevel etrezo ur gevredigezh da adsevel o bro, o yezh, hag o broadelezh, dre en em unaniñ etre Euskariz Bro-C'hall hag Euskariz ar Spagn. [1954] Hon admiral Jaureguiberri, un Euskarad anezhañ, ne oa ket troet d’en em stlejañ dirak pennrener Bro-Spagn [...].

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Emaint o paouez sevel etrezo ur gevredigezh da adsevel o bro, o yezh, hag o broadelezh, dre en em unaniñ etre Euskariz Bro-C'hall hag Euskariz ar Spagn

1906
Daveenn : KZVR Niv. ar 25 a viz Du

Euskariz o tifenn o yezh

1906
Daveenn : KZVR Niv. ar 25 a viz Du

Euskaradezed

1931
Daveenn : VALL pg basquaise

Euskarad

1931
Daveenn : VALL pg basque

Euskariz

1931
Daveenn : VALL pg basque

Euskaradez

1931
Daveenn : VALL pg basquaise

Avel e Breizh é kaver brogererion a-du get buhez politik o bro met gloev int ha spered ar vroadelezh a gousk c'hoazh e kornadoù Euskadi Frañs, en dresped da vrezel an Euskariz e Spagn.

1937
Daveenn : DIHU Niv. 318 p. 25

Nebeut a Frañsizien a-ouenn a oa en urzh : Alamanted, Alzasiz, Belgiz, Iwerzhoniz, Euskariz, Amerikaned e oa an darn vuiañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p49

Hon admiral Jaureguiberri, un Euskarad anezhañ, ne oa ket troet d’en em stlejañ dirak pennrener Bro-Spagn, rak kent na bignas Alfoñsig war vourzh e c’houc’hemennas [sic, c’hourc’hemennas ] dimp etre kriz ha klouar : « Paotred, ra hejo ho Marseillaise stripoù ar fardilhon-se, gant ma n’int ket dija tortizet gant an drougmor [droug-mor] ! »

1954
Daveenn : VAZA p.130

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial