N’o doa ket hon dilezet evit-se, pell ac’hano.
Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.
Nag evit-se e oa tapet ganto ober kement-se hep terriñ unvanded ar savadur.
Evit se e ranker chom habask, seder, komz en un doare normal pe un tamm doustadikoc'h evit kustum zoken.
Un takad gris an hini eo, hag a vo gwelet evel un dra feuls gant lod pa vo gwelet evel ur vandalerezh politikel nemetken gant lod all, hep na vefe grevusoc'h evit-se (nemet evit a sell ouzh ar justis!)
N'eo ket dav bezañ paranoiak evit-se, evel ma vez gwelet alies er metoù a-enep ar sistem.