Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an dud) 1. En deus ezhomm eus udb. Me zo deuet d'ho kavout evit klask ur re votoù, terrupl on ezhommek. 2. A vev en dienez, zo paour-kenañ. An dud ezhommek. HS. tavantek. II. (db. an traoù) Ez eus ezhomm anezho. Klask evit ober ar pred an traoù ezhommek a vez ret. & A ziskouez diouer a draoù zo ret (d'ar bevañ...). E-kreiz ar baourentez an ezhommekañ.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

ezhommeg

1499
Daveenn : LVBCA p75 (soufrateux, ou besoigneux, poure, qui n-a de quoy viure)

ezhommek

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pauure

ezhommek

1732
Daveenn : GReg pg disetteux

bezañ ezhommek

1732
Daveenn : GReg pg (avoir) besoin

bet ezhommek

1732
Daveenn : GReg pg (avoir) besoin

ezhommek a bep tra

1732
Daveenn : GReg pg destitué (de toutes choses)

ezhommek

1850
Daveenn : GON.II pg ézomm

ezhommek

1850
Daveenn : GON.II pg diének, ézommek, paour

ezhommek

1850
Daveenn : GON.II pg tavañtek

« Petra dalv un den ezhommek, / Pa n'eo evit dispign gwenneg ? »

1867
Daveenn : MGK p123

E leandi Sant-A[l]bin, hennezh [e] oa hanv ar gouent savet gant an Aotrou Olier Lambal, hag a gomzan anezhi, e leandi Sant-A[l]bin [e] oa digor an nor d'an holl ; kerkoulz d’ar pec’her paour a deue di d’en em zisammañ eus e bec’hedoù e-harz treid ur "c’honfesour" karantezus, evel d’ar paour ezhommek n’en doa tamm da zebriñ e-unan, na griñsenn da reiñ d’e vugale.

1877
Daveenn : EKG.I. p.34

Kement-mañ ne vir ket ouc’h an Aotrou Doue da vezañ digoret gant laouenidigezh dor e varadoz da Janed ha da Vanuel, eñ hag a lavar ar pezh a zo graet d’an dud ezhommek a zo evel graet dezhañ e-unan.

1878
Daveenn : EKG.II p.75

ezhommek

1931
Daveenn : VALL pg besogneux

bezañ ezhommek

1931
Daveenn : VALL pg (être dans le) besoin

Un eured e Skrignag a bade tri devezh leun. Ar c'hentañ evit ar re bedet ; an eil evit ar beorien hag ar re ezhommek eus ar barroz ; an drede evit ar servijerien hag ar servijerezed.

1944
Daveenn : EURW.1 p.168

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial