ober fae
fae
fae
Lakaet ez eus diwar ur frazennad gant Aristokrates n’oa ket a-walc’h gant an drouized kelenn war brederouriezh ha doueoni, — ur c’helenn na veze kaset da bell nemet evit an danvezioù drouized ; — hogen e stumment ouzhpenn an holl uhelidi yaouank d’emellout er vuhez ha d’ober brezel, o sankañ, war un dro, en o speredoù ur gredenn doueüs o zroe d’ober fae war ar riskloù hag ar marv [...].
ober fae eus
ober fae war
fae
Ha Job, imoret ha fuloret dre ma krede dezhañ e oa graet fae war nerzh e gorf, a lammas war Lom, a grogas ennañ dre vriata, a zibradas anezhañ diouzh an douar ha, dre nerzh ar vezventi, e kouezhjont o-daou, mell-divell, er foz.
Na gredit ket emaon oc’h ober fae war va bro ; pell ac’hano.
Hag eñ, n'eo ket ar breur Celestino e oa. Gouzout a rae ober fae war galvoù ar c'hig. Eñ a oa anezhañ ur penn yen.
Tu am eus bet d'hen gwelout : unan eus an dipoyerien a oa bet roet din en deiz-se a zeuas diwezhatoc'h da vezañ "boy" din ; ha fae e vije bet ennañ, diwar neuze, kregiñ en ur samm bennak (lod ar boy a oa dougen al letern !), pa zeue din avat mont e tipoy e welen anezhañ oc'h ober frapadoù dougen e-lec'h unan all, netra nemet evit ar blijadur.
N'eo ket bet savet evit dougen treizhidi ; dre amañ avat kement lestr a dremen a gemer hiniennoù war e vourzh o vezañ ma vez gwall rouez al listri beajourien, hag un tammig gounid a vez bepred, rak dibaot a wech e vez gwelet ur c'hoñversant oc'h ober fae war un tammig gounid.
Selloù du am beze diganto, diwar o fae, dreist ar voger
Diaes eo sammañ an traoù-se war tachenn ar politikerezh, rak broudañ a ra an dud d'en em vac'hañ e-barzh ur sistem e-lec'h ma ra fae an eil renkad sokial ouzh egile, ur sistem a ouennelouriezh a spered, ur mod boutin da gevredigezhioù direizh an hiniennoù d'en em lakaat da varnerien kalet [galet], strizh ouzh dislavaroù ar re all met morse ouzh o dislavaroù dezhe o[-]unan.
Graet e vo fae ouzh ar youl lakaet gantañ er stourm, displeget e vo n'eo ket prest d'en em aberzhiñ evit ar strollad, ha kement zo: dalc'hmat evit disrannañ, disteraat, ober fae, skarzhañ.
Petra on-me a-benn ar fin, ur gorrvevoniourez, kargiadez ar Stad, hag a zo savet ar renk a eilerez A'. "Mezeg bihan ar gennad foran" a rae Tanos ac'hanon gant fae.