Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

SAOZNEK. [2015, 2023] Pelleilenn. [2015] Taolit evezh ouzh an titouroù a c'hallit kas d'ar gazetennerien a-raok an obererezh - an titouroù off - ha goulennit dalc'hmat kartenn-vicher an dud, pe ur faks a-berzh ar skridaozerezh evit un den kaset da sevel ur gelaouadenn, pa vez diskred war identelezh ur c'hazetenner bennak. [2023] Taolet en doa ar mestr faksoù servij diwall an aodoù d'ar blotoù.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...

2015
Daveenn : DISENT p58-59

Taolit evezh ouzh an titouroù a c'hallit kas d'ar gazetennerien a-raok an obererezh -an titouroù off- ha goulennit dalc'hmat kartenn-vicher an dud, pe ur faks a-berzh ar skridaozerezh evit un den kaset da sevel ur gelaouadenn, pa vez diskred war identelezh ur c'hazetenner bennak.

2015
Daveenn : DISENT p160

Taolet en doa ar mestr faksoù servij diwall an aodoù d'ar blotoù.

2023
Daveenn : DREAM p. 7

Etimologiezh

Amprest digant ar saozneg "fax".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial