I. Str.
1. Gwez bras, o anv spesad Fagus sylvatica, sonn o c'hef, levn ha louet o rusk, a gaver stank e koadegi ar broioù klouar ha gleborek o hin.
Gwez-faou, ur wezenn-faou. Finij a reer eus frouezh ar faou. Ur c'hoad faou.
&
Fiez-faou.
2. Faou put : gwez o anv spesad Carpinus betulus.
3. Eoul faou-ter.
II. H.g.
Prenn ar gwez-se end-eeun a dalvez d'ober pezhioù arrebeuri.
Hogen Yann Pennorz n’en deus ket a c’hoant da vezañ diskaret eus a veg tour Berven evel ma tiskar ar chaseer ar vran-louet eus a veg ar wezenn-faou.
Hogen Ian Pennors n’en deuz ket a c’hoant da veza diskaret euz a vek tour Berven evel ma tiskar ar chaseer ar vran louet euz a vek ar vezen fao.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.126
« Beure-mat ez eas an Tad en e raok, gantañ e vataraz war e skoaz ; hag hen o kerzhout sart a-dreuz ar c’hoad ; hag oc’h ober e dremen etre kefioù ar pin hag an derv, ar faou hag an onn, ar bezv hag an efl. »
« Beure-mat ez eas an Tad en e raok, gantan e vataraz war e skoaz ; hag hen o kerzout sart a-dreuz ar c’hoad ; hag oc’h ober e dremen etre kefiou ar pin hag an dero, ar fao hag an onn, ar bezo hag an efl. »
1923
Daveenn :
SKET
p.36
C'hoari an doupi : Toupioù beuz, toupioù faou, lod gant ur beg koad, lod gant un tach marc'h, ur fiselenn ha yao !
C'hoari an doupi. Toupiou beuz, toupiou fao, lod gant eur beg koad, lod gant eun tach-marc'h, eur fiselenn ha yo !
1944
Daveenn :
EURW.1
p22
Kent kimiadiñ, Daniel Rees a añtreas en ur stal bitrakoù eus ar vro, hag a brenas ur plad koad-faou, merket BARA warnañ, da ginnig din e donezon.
Kent kimiadi, Daniel Rees a añtreas en eur stal bitrakou eus ar vro, hag a brenas eur plad koad-fao, merket BARA warnañ, da ginnig d’in e donezon.