Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. Dont da heugiñ ouzh ur boued. Mar bez roet bemdez ar memes traoù da zebriñ d'al loened e teuont buan da fastañ. 2. Skuizhañ. Deiz pe zeiz e teuer d'un oad ma faster o riboulat hag e klasker neuze diazezañ un tiegezh. II. V.k.d. Fastañ ouzh udb. : skuizhañ gantañ. Goude bezañ bet pevar bloaz o werzhañ bepred ar memes marc'hadourezh, e welis e faste an dud ouzh ma louzeier.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

fastañ

1931
Daveenn : VALL pg blaser

Perak ganeoc'h on-me drastet / D'adlârout glabous kildrouk tud / O deus ma heuget ha fastet / Ha gwall stlabezet gant o brud ?

1960
Daveenn : PETO p47

Deoc'h ra blijo galv ar bedenn / ' Gas e c'harm eus ar c'houeledenn / M'en em zifret enni gwastet / Gant an heug en deus e fastet.

1960
Daveenn : PETO p83

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial