Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(db. ar sinema pe al luc'hskeudennerezh) 1. Lurell danav ha gwevn gwisket gant ur rizennadig kizidik ouzh ar gouloù a reer ganti evit stabilaat gweloù fiñvskeudennoù pe luc'hskeudennoù. Kanelladoù filmoù. Ur film 35 milimetr, 16 milimetr. 2. Dre ast. Oberenn fiñvskeudennerezh. Ur film brav, kaer, evit an holl.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

abadennoù a bep seurt e kêr : kan, sketchoù, filmoù, chekennoù brezhonek er stalioù pe war ar marc'had, dileuridi er servijoù publik, en M.J.C, en ospital, er skolioù.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.4

An hini kentañ, gant e benn disto hag e aer deñval a zo warnañ neuz unan eus an doganed-se a weler ken alies e filmoù "vaudeville" ar C'hallaoued.

1985
Daveenn : DGBD p145

film arnodiñ bet savet gant Prokopi Nogovitsyn

2014
Daveenn : MINOB p3

film faltazi hir

2014
Daveenn : MINOB p4

[...] ar mediaoù hag ar stourmerien e karg deus ar poltredoù ha deus ar filmañ a c'hoario sevenerien ha frammerien ho film.

2015
Daveenn : DISENT p79

Ar re ac'hanomp, kozh pe goshoc'h, o deus gwelet ar filmoù ma oa an daou c'hoarier-se evel o adsevel a varv da vev Achille/Akilleüs hag Ulysse/Odisseüs ez eo manet bev enne o estlamm dirak mojennoù deuet eus an henamzer gozh, hag i manet ken nes d'hor c'halon koulskoude.

2016
Daveenn : ILIAS p. 3

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial