Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Fiñval (udb.). Paouez a fistoulat an traoù-se ! Ent krenn Arabat eo d'ar paotr mont da fistoulat eno. 2. Dizoare Fistoulat ur plac'h : kaout darempredoù rev ganti. Ent krenn Gouest out da fistoulat ? B. Tri. FISTOULAT E LOST. 1. (db. ar chas) Fiñval e lost. 2. Dre skeud., pemdez (db. an dud) Reiñ lorc'h da ub., klask e c'hounit gant komzoù kaer, alies evit kaout tra pe dra digantañ. Fistoulat e lost dirak ub. Fistoulat a ra e lost pep lec' h. Kae e lec' h all da fistoulat da lost : komzoù a ra ar merc'hed ganto evit kas ub. zo o fistoulat diwar o zro. II. V.g. Fiñval a bep tu. Fistoulat a ra ar gwenan. Fri hir an olifant a fistoule a-istribilh ouzh e benn. HS. difretañ.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

fistoulañ

1850
Daveenn : GON.II pg fistoula (le même que "firboucha" : fureter, chercher partout comme un furet. brouiller, remuer tout dans une armoire, etc., pour chercher quelque chose).

Ar paourkaezh ki-mañ - treut-gagn en deizioù kentañ m'edomp-ni degouezhet e Berrtomm - a lammas ouzhimp en ur fistoulat e lost hag en ur chilpat da lipat hon daouarn deomp, bet peurlouzet ganeomp a-ratozh-kaer evit diskouez d'hor mestr e labouremp, en desped ne yoa den ebet o lakaat evezh warnomp.

1929
Daveenn : SVBV p6

fistoulat e lost

1931
Daveenn : VALL pg agiter (la queue)

–…Un eurvad hep e bar [sic] eo hini ar re a zo bet dibabet gant Doue da vezañ disrannet diouzh ar bed, evel m’eo bet ho chañs c’hwi. Gouzout a ran : an huñvre, – an drochig-se eus an ti ! – Bez’ e c’hell turlutat ha fistoulat e pennoù a zo.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial