Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. DISPRED. Plijus, mat. II. (implj gant skoazell ar verb kavout pe bezañ a-raok un anv-verb) A. Trl. Kavout da : kavout brav, kavout plijus, bezañ brav da ub. Me a gav da. Ar c'hizhier-mañ a gav da gwelet ac'hanon. B. (e troiennoù) 1. Bezañ da gant ub. ober udb. : plijout dezhañ ober an dra-se. Da eo gantañ ma gwelet oc'h ober kement-se. Da eo bet gant kêriz o gwelet. & [1931] Bezañ da gant ub. : plijout gant ub. Mard eo da ganeoc'h. 2. Bezañ da da ub. : bezañ mat dezhañ. Mar n'eo ket da d'ho selloù parañ warnomp gant plijadur, tec'hit er-maez. Da a oa da galon ar vamm-gozh klevet ar c'homzoù-se. 3. Bezañ da evit ub. : bezañ mat evit ub. Mard eo da evitañ.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

M. Hag-eñ zo neseser gouzout an doktrin kristen ? D. Ya, mar fell deomp bezañ salvet.

1622
Daveenn : Do. p6

Da eo bet dezhañ bezañ hejet.

1732
Daveenn : GReg pg hazard (Il a couru bien des hazards.)

da

1732
Daveenn : GReg pg bon (bonne), hazard (peril, risque)

da eo bet dezhañ mervel

1732
Daveenn : GReg pg (il a été en) danger (de mourir)

Da eo bet dezhañ bezañ lañset.

1732
Daveenn : GReg pg friser (Il a frisé la corde.)

Da eo bet dezhañ bezañ hejet.

1732
Daveenn : GReg pg friser (Il a frisé la corde.)

kafout da

1732
Daveenn : GReg pg gré (Trouver à gré de &c.)

Da eo bet dezhañ bezañ hejet

1732
Daveenn : GReg pg hazard (Il a couru hazard d'être pendu.)

Da ez kafan ez teuec'h

1732
Daveenn : GReg pg gré (Je trouve à gré que vous veniez, j'agrée que vous veniez.)

da

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dâ (bon, bonne, bien).

Eus an holl ouiziegezh-se ne denne Manos ha Bena lorc’h ebet, dre na welent war o zro den a gement a vije bet da dezhañ o c’hammveuliñ hag o c’has da fall.

1923
Daveenn : SKET p.39

Da a oa da galon ar vamm-gozh klevet ar c’homzoù-se eus perzh he mab yaouank.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924), ("Da a oa da galon" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Da eo d’e galon sellet outi.

1925
Daveenn : BILZ2 p.180

da eo ganin

1931
Daveenn : VALL pg (il m'est) agréable (de)

da eo ganin

1931
Daveenn : VALL pg aimer (j'aime), (je suis bien) aise (de), (je trouve) bon

« Da eo ganin dont d'ho kwelout. »

1944
Daveenn : EURW.1 p54

Da 'voe ganin eta gwelout an aotrou Frañsoù Vallée o tont war ma zu gant ur mousc'hoarzh hegarat : gantañ 'oa an aotrou Korfeg, rener an Electeur des Côtes-du-Nord hag an Indépendance Bretonne eus Sant-Brieg.

1944
Daveenn : EURW.1 p66

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial