1. Pennad (amzer, hent).
Bremañ ez eus ur flipad mat a amzer : pell zo bras.
Graet gantañ ur flipad mat a hent.
DHS. frapad, fustad, sachad.
&
Trl.
En ur flipad : buan-kenañ.
&
Ur flipad : a galz.
Gwelloc'h eo ma stad, ur flipad, eget o hini.
2. Gwall deodad.
Perak mont da flipata m'en deus aon da bakañ ur flipad ? Mar klevfe ho flipadoù !
DHS. flemmad, flemmadenn, piñsadenn.
3. Rebech.
Ne garan ket lavaret traoù eus ar veleien, hogen unanig bennak anezho o deus o flipad da gaout.
4. Taol skoet.
Reiñ ur flipad da ub.
[1924] Bidoullig [ur gazeg] a oa kizidik-meurbet eus an tu-se, ha, gant he zroad kleiz a-dreñv, e tistagas ur flipad…
&
Pemdez
Tennañ ur flipad : kaout darempred revel gant ub.
HS. taol.
Hag evit mont da glask maniok pe bananez o deveze va zud ur flipad mat a hent d'ober, c'hwec'h lev mont ha c'hwec'h lev dont, gant o samm en distro ar pezh o lakae da vezañ un devezh hanter oc'h ober o zro.