Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. (db. al liñvennoù) Lakaat da zont er-maez gant nerzh. Flistrañ dour war ar plant gant ur gorzenn. [1954] [...] hor bag kempennet e giz un aerouant o flistrañ tan dre e c’henou hag e doulloù-fri [...]. 2. Stlepel. Flistrañ a rejont fank war ar sorserez. DHS. strinkañ. II. V.g. 1. (db. al liñvennoù) Dont er-maez gant nerzh. Hennezh a flistre e wad keit hag ac'hanen d'ar prenestr ! 2. Dre skeud. (db. an trouzioù) Bezañ eztaolet. Pa flistre c'hoarzhoù badaouet.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

flistrañ

1850
Daveenn : GON.II pg flistra (jaillir, sortir impétueusement. saillir. rejaillir. faire jaillir. il ne se dit proprement que de l'eau ou de quelque fluide).

Betek amañ e flistre an dour.

1850
Daveenn : GON.II pg flistra (l'eau jaillissait jusqu'ici).

Flistret hoc'h eus fank warnon.

1850
Daveenn : GON.II pg flistra (Vous avez fait rejaillir de la boue sur moi).

flistret

1850
Daveenn : GON.II pg flistra (jaillir, sortir impétueusement. saillir. rejaillir. faire jaillir. il ne se dit proprement que de l'eau ou de quelque fluide. Part.)

Flistrañ a reas ur c'hoarzh klapez un disterañ a-douez ar gloer yaouank. An Tad-Mestr, harpet e elgez war e zaouarn serret, a vousc'hoarzhas ivez, en ur sellout ouzh ar breur Arturo.

1949
Daveenn : SIZH p.41

Endra m’edo o vont e-biou d’ar Standart hor bag kempennet e giz un aerouant o flistrañ tan dre e c’henou hag e doulloù-fri, ha ni o kanañ Beth Sev de Pau evit ma strakje daouarn Tad Kozh Fallières, un drugar ’oa parañ hor selloù war an Itronezed, an Duked-Veur ha me oar, e-dro d’an Impalaer ha pep hini anezho o lugerniñ evel kemen-all [sic, kemend-all] a steredenn [sic, stered] gant ar perlez, an diamanchoù, an aour, an arc’hant hag ar c’hroazioù.

1954
Daveenn : VAZA p.187

Klask a ris ober eta gwellañ ma c'hellis ar pezh a zo merket war ar paper a vez da heul : Klask lakaat ar gouli da wadañ (met keit all a oa abaoe ar flemm ma ne oa ket da fiziout kalz war an dra-se); enflistrañ dek santimetrad-diñs a louzoù enep flemm an naered dindan kroc'hen ar c'hof, tommañ dour lakaet permanganat e-barzh, ha flistrañ ivez an dourenn-se tro-dro d'al lec'h bet flemmet, atav evit klask distruj ar bilim.

1985
Daveenn : DGBD p92

Ofis publik ar brezhoneg