I. V.k.e.
A.
1. (db. ar gwizi)
Genel.
[1924] Mont da bokat dek gwech d’an drezenn-bod pe d’ar billig, da dennañ gwin eus an treust, da flutañ moc’h munut.
HS. koleniñ, moc'hañ, nodiñ.
2. Dre ast., pemdez-tre (db. an dud)
Genel.
Flutañ bastarded.
3. Trl.
Flutañ kontoù : lavaret kontadennoù.
B. Lakaat (ub.) da buchañ.
C.
1. Pemdez
Sevel, kempenn (udb.).
Flutañ skridoù.
HS. dozviñ.
2. Trl.
Flutañ an tan : c'hwezhañ war al ludu da lakaat an tan da gregiñ.
II. V.g.
A. (db. ar gwizi)
Genel he re vihan.
Flutet eo ar wiz. Start dezhi flutañ.
HS. koleniñ, moc'hañ, nodiñ.
B. Pemdez
1. Kousket.
Mont da flutañ.
2. Dizoare-tre (db. ar merc'hed)
Asantiñ aes mont da gaout darempredoù rev.
Honnezh a flut.
C. Puchañ.
Flutañ o doa graet ouzh ar blouzeg.
III. V. em.
EN EM FLUTAÑ : puchañ.
An aotrou en em flutas etre divhar ar mevel.
Mont da bokat dek gwech d’an drezenn-bod pe d’ar billig, da dennañ gwin eus an treust, da flutañ moc’h munut. Pinijenn ar [p]aotrezed ne [veze] ket ken kalet.
Mont da bokat dek gwech d’an drezenn-bod pe d’ar billig, da denna gwin eus an treust, da fluta moc’h munud. Pinijenn ar bôtrezed ne vije ket ken kalet.