Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.
fourrad
Pa fellas dezho treiñ fard, setu m’en em gavas al levier dizampart gwell [gwall] nec’het gant ur fourrad avel-voulin [avel voulin], ha raktal e krogas en holl c’hedourien ur strafuilh spontus, dre ma kave dezho edo ar vartoloded didalvez-mañ o klask toull d’en em silañ, koustet a gousto, etrezek ar Standart, Doue da virje !...
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
fourradenn