Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(dirak un ag. impl. da adv. pouez.) 1. (db. an dud, al loened) Frammet-kaer, frammet-mat : kreñv a gorf, start. Ar paotr-se zo frammet-mat, hennezh zo ledan e chouk. & Frammet-fall : stummet fall a-fet korf. 2. (db. ar skridoù, ar prezegennoù) Frammet-mat : ereet start an elfennoù anezhañ. Ur pennad geriadur frammet-mat. Ur pezh-c'hoari frammet-laosk. Ur pennad-skrid frammet-fall.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Enez-Vreizh argadennet gant pobl ar c’hrugelloù kelc’hiek ("Round Barrows"), a zeu di, hañval eo, eus traonienn izelañ ar Roen hag a denn d’ur ouenn grennbennek, uhelventek ha frammet-nerzhus, a gaver stank-ha-stank en Danmark.

1923
Daveenn : SKET p.144 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

frammetat

1931
Daveenn : VALL pg bâti

Ret eo ivez anzav e kaver tro-dro da Libreville kalz merc'hed yaouank frammet-mat ha kenedus e gwirionez.

1985
Daveenn : DGBD p52

Frammet heñvel eo al liveadur, mentet heñvel an nev nevez ouzh ar chantele koshoc'hik ken e c'hall sell an arvester redek distroñs eus an eil penn d'egile d'an iliz.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 16

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial