Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Lec'h hep gwez en ur c'hoad. Balafenned ar frankizennoù. 2. Tachenn dizolo, hep savadur warni. Ur frankizenn zo en tu all d'ar straed.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

An niver a frankizennoù, a ra e-kreiz ar faouegoù hag an dervennegoù kel lies a heolienn, a zo anezho peurvanoù a zibab, glas, tev, tener, saourek, ma tiwan enno ur geot mat d’ar saout ha dispar d’ar c’hezeg.

1923
Daveenn : SKET p.95

"frankizenn" gg. [...], liester "-où" ; ivez "digoadenn".

1923
Daveenn : SKET p.176, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Clairière".

Hag, e frankizennoù ar wezeg, ken war an douar-bras, ken en enezennoù, marellet ganto ar mor, e welas Momoros un engroez-tud, paotred ha merc’hed, o poaniañ start da verniañ mein ha douar.

1923
Daveenn : SKET p.120

An Tad a gimiadas o kas gantañ ar vuoc’h c’hlas, hag e kerzhas ganti dalc’hmat ha dizehan betek ar frankizenn bell ma c’hoarie enni, a-c’houez da Adaqi, Manos ha Bena.

1923
Daveenn : SKET p.36

E-touez ar frankizennoù m’eo marellet ar c’hoad, unan a zo, ec’hon-dreist, glas ha heoliet-kaer, e tiskouezer enni ur grugellig-vez, a c’hourvez dindani, hervez un hengredenn digemeret gant an holl, relegoù ar c’hentañ gour hag ar gentañ maouez.

1923
Daveenn : SKET p.47

Kentañ yevad oc’hen, o vac’hañ pounner an douar, a luskas war-raok ur c’harr war zivrod, e voe an hini a voe staget gant Veriugodumnos ouzh Brikkon, ar c’harr brizh en doa frammet e Karbantoialos (« frankizenn ar c’harr »).

1923
Daveenn : SKET p.56

« Ti an Daou » a raed eus an ti-se, hag edo en e sav war glazenn Sonnoialos (« frankizenn an Heol »), kaerañ frankizenn a oa dre goadoù tachad-bro ar Sav-heol.

1923
Daveenn : SKET p.64

An olifant hirzentek a striv da ziskar gwez e lezenn ar frankizennoù m’emañ o peuriñ enno an ejen-meur hag an ejen-moueek.

1924
Daveenn : SKET.II p.48

War frankizenn un amdor pourvezioù kanol, seizh soudard yaouank gwennwisket a spure, a vernie, a gigne hag a live melladoù bolidi kanol melen-aour.

1929
Daveenn : SVBV p5

Raktal ar rakzorioù a fiñvas en ur drouzal war o mudurunoù ha, dre[iz ?] an toulloù anezho ec'h en em silas un niver bras a veajourien ker sammet, ar c'halz anezho, hag ul [sic] toullad merien o tistreiñ d'o neizh. Ken niverus all eo war ar frankizenn, an dud a c'hortoz o zro da bignat en tren da gemerout al lec'hioù lezet goullo gant ar re a oa erruet e penn o beaj.

1929
Daveenn : SVBV p.8

Ur wech an amzer e weler ur frankizenn bennak war an tu dehou : ur c'heoteg, pe ur ge[ê]riadenn, pe lec'h ur ge[ê]riadenn bet dilezet.

1985
Daveenn : DGBD p31

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial