Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

H.g. I. (db. al loened) [1931] Trouz boud hag ingal a ra amprevaned zo o nijal. Fraoñv ar gwenan, ar gwesped, ar sardon. II. Dre ast. (db. an traoù) 1. [1909] Trouz taolet gant ur c'heflusker a dro plaen. Fraoñv ar c'hirri-tan. Fraoñv an dornerezioù. [1954] Ur wech kustum ouzh an todilhon, diroc’hal a raemp a-heligentañ en hor gwele-skourr evel pa vije bet stouvet hon divskouarn, ha foei neuze war c’hwitell ar vistri, fraoñv ijin al lestr, strak ar c’hanolioù ha garm ar stribourzhidi o tihuniñ a-boez o fenn tud ar vourzhiad all : Les… barbordais… debout au quart, debout, debout, deboutte ! 2. Trouz an avel er gwez. Fraoñv an deil. Fraoñv ar skourroù izel. 3. Trouz ar mor. Ar mor, fraoñv gantañ peurvuiañ, o tarzhañ war gement a gav war e hent. 4. Trl. Ober fraoñv-lostenn : sevel eus e wele.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

fraoñv

1909
Daveenn : BROU p. 240 (bruit ronflant, comme celui d'une batteuse ou d'une pierre lancée avec force)

fraoñv

1931
Daveenn : VALL pg bourdonnement, brondissement

Ur wech kustum ouzh an todilhon, diroc’hal a raemp a-heligentañ en hor gwele-skourr evel pa vije bet stouvet hon divskouarn, ha foei neuze war c’hwitell ar vistri, fraoñv ijin al lestr, strak ar c’hanolioù ha garm ar stribourzhidi o tihuniñ a-boez o fenn tud ar vourzhiad all : Les… barbordais [sic]… debout au quart, debout, debout, deboutte !

1954
Daveenn : VAZA p.125

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial