Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. YEZHAD. Unvez prezeg a ya d'ober un hollad klok en deus ur ster anezhañ e-unan. Ur frazenn hir, verr. Framm ar frazenn : doare d'ober un heuliad reizh a c'herioù en ur frazenn. 2. SONEREZH Heuliad notennoù o vont d'ober un unvez distag e diabarzh un ton. 3. Dre skeud. (en e furm lies) Frazennoù : komzoù diboell.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Evel-se, pa voe echu da'm retorik e 1897 e oan aet da dremen ma arnod kentañ a vachelour hag e lakais souezhet-bras an aotrou Loth, azezet ouzh e gador enseller, en ur zibastellañ un nebeut frazennoù kembraek dezhañ...

1944
Daveenn : EURW.1 p61

Stignañ a raen ma divskouarn ha pa'm beze komprenet ur frazenn, pe pa vezen bet komprenet, e oa stad ennon[,] na petra 'ta.

1944
Daveenn : EURW.1 p74

Dibunañ a rae e frazennoù war un ton gorrek ha kompez, damstouet gantañ e valvennoù, pe, neuze, gant e selloù o parañ eeun en ho taoulagad.

1949
Daveenn : SIZH p.40

ha neuze ivez pakadoù frazennoù er yezh arnevez-se difetis ha sec'h hag o devoa poan d'ober hent betek spered ar selaouerien

1972
Daveenn : BAHE niv. 75, p.4

Brav eo d'an holl stourmerien derc'hel soñj deus ar frazenn pe deus ar frazennoù pouezusañ da lâret betek gouzout e vefe astennet ur mikro dirak o fri.

2015
Daveenn : DISENT p119

An traoù goulennet a rank bezañ displeget dre ar munud da gentañ, ha diverret en ur frazenn pe ziv goude-se.

2015
Daveenn : DISENT p90

A bep seurt binvioù a c'hall talvoudus neuze, diouzh an degouezh : gitonoù, traktoù, prezegennoù dibunet gant uhelgomzerioù, treuzwiskamañtoù deus ar c'hentañ-tout, t-shirtoù gant ar memes liv hag ar memes frazenn skrivet warne evit reiñ ur skeudenn unvan eus deus ar strollad.

2015
Daveenn : DISENT p132

"Emañ ar gwir ganin, gwelout a ri." Ha goude e tiveg din he frazenn fur: "Anien ur vamm ne vez touellet morse".

2015
Daveenn : EHPEA p30

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial