Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Mare ha stad ar mor etre diwezh an tre ha deroù al lanv, pa vez ar mor en e izelañ. E-pad an daere. Pa vez an nevez e vez an daere da unnek eur hanter. Da daol an daere e c'hallfe cheñch an amzer. Emañ ar mor en e zaere. 2. Linenn ar mor en e izelañ, ha dre ast., an dachennad hir goloet mui-pe-vui gant ar mor a-hed al linenn-se. Aet eo da besketa e-barzh an daere : war droad, er mor, bas a-walc'h, a-hed linenn ar mor. En ur vag ez eont en tu all d'an daere el lec'h ma ne vez morse dizolo : en tu all da linenn ar mor. Bremañ ne vez kavet a veskl ken met a-rez an daere : a-rez linenn ar mor. Kregin bras a gaver en traezh e daere ar reverzhi : war an dachennad lezet dizolo gant ar mor. ES. gourlen. II. Stn. Izel. Pa vo ar mor daere.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

daere

1850
Daveenn : GON.II pg daré

daere

1850
Daveenn : GON.II pg daré

Seblantout a eure dezhañ, en mesk inoenn an tarzhioù-mor, gwelet peñseoù o tont d’an daze.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1026 (Gouere-Eost 1924)

Mareoù bras ha brav an amzer anezhi, ar besketaerien en o bagoù bihan ac’h ae da veskla ha da ourmela war gerrigi Porzh Bilieg — Roc’h Louet, Penn-Ojez, Gouliart, Roc’h Krenn, Roc’h Ledan hag an Arar — gante pep a grog ourmela, hag en pep bag ur walenn grog evit furchal ar c’havioù. Ar re n’o devoa bag ebet ac’h ae war droad war gerrigi an daze.

1925
Daveenn : BILZ2 p.139

En ur vont a-benn d'an avel uhel e kaver kalz kemm er vro, hag e-lec'h an aod uhel karregek a gaver etre beg Santa Clara hag hini Esteiras e kaver kompezennoù bras a draezh a zizolo d'an dazre.

1985
Daveenn : DGBD p113

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial