Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Danvez ret da sevel udb. Goulenn a ran digant hor c'henlabourerien kas dafar dimp. 2. Dre ast. Peadra. Kavout a raint el levr-se dafar evit difenn o mennozhioù. Ne vanke ket dafar dezhañ evit stouvañ beg ar c'hoapaerien. 3. Dafar brezel : peadra da vrezeliñ. Ned eo ket hesket o dafar brezel. & Diren Hep arvar emeur o kempenn ur c'hrogad bennak, hep arsav e tegouezh tud ha dafar. II. G. Dafaroù : endalc'herioù, binvioù zo ezhomm anezho evit labourat. HS. klavioù, prestoù, rikoù, reizhoù.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

dafaroù

1931
Daveenn : VALL pg attirail

Sellout a reas en-dro dezhañ, hag ur santad displijus hag iskis en devoe pa dreuzas ar c'helc'hva a oa bet leun a studierion drant un deiz, hag a oa bremañ ul lec'h kañvaouus ma rene an tav ; goloet e oa an taolioù gant dafar kimiezh, strewet e oa war al leur kasedoù ha plouz d'ober pakadoù, hag ur gouloù gwan a gouezhe dre ar volz vrumennek.

2012
Daveenn : DJHMH p43

Rankout a reer lakaat koust an dafar er budjed ivez [...].

2015
Daveenn : DISENT p86

Ur wech kadarnaet ez eo posupl kas ho raktres da benn hag ur wech ho peus echu gant ar senario hag an dafar, e ranker kregiñ da duta stourmerien a sikouro en obererezh.

2015
Daveenn : DISENT p86

War ar memes tro ez eus ur riskl e kouezhfe warnañ [ar stourmer] fulor mestr ar chanter, blenier an tourter pe ar vijil e karg deus gwareziñ an dafar.

2015
Daveenn : DISENT p110

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial