Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Freuzañ krenn. Ma c'hleze hepken zo gouest da frigasañ un arme. Hag e c'hall rodoù ar vilin frigasañ ma izili ? Ar c'horventennoù a zeu da frigasañ al lestr ouzh ar roc'hell. 2. Munudañ. Frigasañ a ranker an avaloù-douar. Frigasit munut an delioù barlen. 3. Skeiñ garv gant (ub.). Ne anaveze e doare ebet an hini a frigase evel-se a daolioù botoù. & (en tu gouzañv) Bezañ frigaset gant e enebourien. 4. Gwall zispign. Frigasañ e holl zanvez. DHS. dismantrañ, foranañ, fripañ. II. V.g. Kouezhañ en e boull. E keit-se e klevent an ti o frigasañ. III. V. kenem. EN EM FRIGASAÑ : en em gannañ. N'eo ket en em frigasañ eo zo da ober.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

frigasañ e holl zanvez

1732
Daveenn : GReg pg depenser (follement tout son bien)

Ar gwer war ar prenestr a oa torret, ar barrennoù koad ennañ a oa frigaset ; pep a c’hwec’h tenn a laoskas en ti ar chouanted o klask tizhout Loull ar Bouc’h en e gambr, pa n’oant ket evit hen digas er-maez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.120

Ur pennad mat e oa bet o seniñ, hag atav e valee er penn a-raok pa deuas ur vouled da skeiñ war e zorn dehou, d’e frigasañ ha da stlapañ e drompilh pell dioutañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.299

frigasañ

1909
Daveenn : BROU p. 240 (frire ; se dit souvent pour frika, écraser)

War hent Ntoum, avat, n'eus ket c'hoazh a wiskad goudron, n'eus ket zoken a vein, hag an douar a zo oc'h ober leurenn an hent a zeu da vezañ, gant ar glaveier, pri ha kaotigell da frigasañ.

1985
Daveenn : DGBD p81

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial