V.g.
I.
(db. al loened)
[1850, 1931] Ober un trouz evel amprevaned zo o nijal.
HS. boudal, fraoñval.
II.
Dre ast. (db. an traoù)
1. [1850] Trouzal dre berzh an tizh, pa reer anv eus ur vannadell.
Froumal a rae ar mein en-dro deomp.
HS. fraoñval, sutal.
2. Mont plaen en-dro, trouzal ingal, pa reer anv eus un ardivink bnk.
Abred e kroge an dornerez da froumal.
HS. fraoñval.
3. (db. ar vouezh)
Ober un ton daskrenus.
Ar c'han a oa re bounner, ne froume na ne sone.
« Hu ! hu ! hu ! harz ar bleiz ! Kreier ha ferc'hier houarn / A zispak en-dro din ; hag en-dro d'am divskouarn / E klevan an tennoù, bolodoù o voudal, / Ar bizhier o terriñ hag ar vein o froumal ».
» Hu ! hu ! hu ! harz ar bleiz ! Kreier ha ferier houarn / » A zispak enn dro d'in ; hag enn dro d'am diskouarn / » E klevann ann tennou, bolodou o voudal, / » Ar bisier o terri hag ar vein o froumal.
1867
Daveenn :
MGK
p83
froumal
fromal
1931
Daveenn :
VALL
pg bourdonner, brondir
Notennoù studi
Reiñ a ra GON.II (1850) an dalvoudegezh "leuniañ, koeñviñ" ivez, diwar geriadur ar Pelleter o resisaat ne anavez ket ar ger-se eñ e-unan. N'eo ket testeniekaet ar sterioù-se pelloc'h.