Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Gwechall Den a oa e garg diduiñ an dud war-bouez ober bourdoù ardoù, troioù ouesk, h.a., e lez tudjentil, pe er foarioù. Un denjentil gant e varzhed hag e furlukined. Bezañ treuzwisket evel ur furlukin er Grennamzer. HS. farouell. 2. (en ur sirk) Den farsus, gwisket droch, livet e zremm, zo e berzh lakaat an dud da c'hoarzhin. 3. Dre skeud., dizoare Den droch, n'eo ket sirius. Pelec'h emañ ar furlukin-se ? II. (er c'hoari echedoù) Unan eus an daou bezh a lec'hier a bep tu d'ar roue ha d'ar rouanez e deroù ar c'hoari.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

furlukin

1659
Daveenn : LDJM.1 pg boufon, conteur (diseur de conte)

furlukinezed

1732
Daveenn : GReg pg baladine (danseuse publique)

furlukinez

1732
Daveenn : GReg pg baladine (danseuse publique)

furlukin

1732
Daveenn : GReg pg baladin (danseur de theâtre, bouffon qui divertit le peuple), bouffon (celui qui divertit le public par ses plaisanteries)

furlukined

1732
Daveenn : GReg pg baladin (danseur de theâtre, bouffon qui divertit le peuple), bouffon (celui qui divertit le public par ses plaisanteries)

e-touez ar furlukined hen kaver atav

1850
Daveenn : GON.II pg furlukin

furlukin

1850
Daveenn : GON.II pg furlukin

furlukined

1850
Daveenn : GON.II pg furlukin

En em gavet da vont da di / Ur furlukin a Leskudenn, / E voe mantret-holl o welet / Kement all a draoù oc'h bizhier : / Dilhajoù glas, ruz, marellet, / Barvouskennoù, manegeier, / Rokedennoù, frezilhonoù, / Darn arc'hantet, darn alaouret, / Saeoù goullo, soroc'helloù / E pep giz zo hag a zo bet / Dastumet eno eus pep bro.

1867
Daveenn : MGK p138-139

furlukined

1931
Daveenn : VALL pg baladin, bouffon

furlukin

1931
Daveenn : VALL pg baladin, bateleur, bouffon, cabotin

Gallout a reer adkemer prezegenn ar stourmerien, pe hini an enebourien, dirak an arvesterien, gant binvioù ar furlukined, da lâret eo ar fent hag an dreveziñ dreist pep tra.

2015
Daveenn : DISENT p55

Graet e vez neuze "dielfennadur-furlukin" deus an dra-se.

2015
Daveenn : DISENT p55

Setu unan deus pariadennoù ar stourm-furlukined, pa implijont ar varzhoniezh, ar farsadennoù hag al ludresadennoù evit disentiñ.

2015
Daveenn : DISENT p161

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial