I.
Doar./Stn.
1. (db. an dud)
Laouen.
Ne vezan morse gae pa glevan ar muzik. Inosant joaus ha gae !
DHS. bagol, drant, drev, eürus, gren, gwiv, lirzhin, mav, sart, seder.
ES. drouklaouen, trist.
2. (db. an traoù)
A zegas levenez.
Un devezh hañv gae.
DHS. plijus.
ES. displijus, trist.
3. (db. an hentoù)
Aes.
4. Un hoc'h gae : un hoc'h n'eo ket bet spazhet.
DHS. anterin, kalloc'h.
II.
Adv.
1. En un doare laouen.
Kanañ gae.
[1878] Dudiusoc’h eo da'm skouarn klevet al labous o kanañ gae war beg e skourr, eget youc’herezh paotred kêr, savet ar banne d’o fenn.
2. KOZH
A-c'hrad vat, gant plijadur.
Gae ho paeañ a vennan.
HS. laouen.
III.
G.
Trl. PEMDEZ
Tennañ ur gae-gae, ober gae-gae : kaout darempredoù rev.
Antronoz vintin e saved yac’h eus ar gwele, ar spered skañv ha gae, ar c’horf didorr, ha, d’al Lun, ec’h en em roed adarre d’al labour ker kalonek ha biskoazh.
Antronoz vintin e savet iac’h euz ar guele, ar spered skanv ha gae, ar c’horf didorr, ha, d’al lun, ec’h en em roet adarre d’al labour ker kalounek ha biskoaz.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.174
Dudiusoc’h eo da'm skouarn klevet al labous o kanañ gae war beg e skourr, eget youc'herezh paotred kêr, savet ar banne d’o fenn.
Dudiusoc’h eo d’am skouarn klevet al labous o kana gae var bek he skour, eged iouc’herez paotred kear, savet ar banne d’ho fenn.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.215
[...] Johny [sic], Nelly, Myvanwy a oa bugale laouen ha gae [...].
[...] Johny [sic], Nelly, Myvanwy a oa bugale laouen ha gê [...].