I. Relij.
1. Galv Doue ouzh un den, ur bobl, evit (h)e lakaat da dreiñ davetañ.
Galvedigezh Moizez.
2. Lusk diabarzh a gas ub. da vont e servij Doue.
Mont da veleg a oa e c'halvedigezh. Mizvezh ar galvedigezhioù.
II. Lusk diabarzh a gas ub. war-zu ur pal, un uhelvennad.
E c'halvedigezh a oa kelenn. Na harzit ket ouzh e c'halvedigezh.
Emskiant o broadelezh hag o Galvedigezh a bobl eo a renas hon Tadoù p’o deus, a-ziwar an disterañ hadenn, astennet a-us d’ar bed-holl skourroù ar Vroad Illur, gouez dezho, da lavarout eo Broad hollvrudet ar Gelted kozh.
Emskiant o brôadelez hag o Galvedigez a bobl eo a renas hon Tadou p’o deus, a-ziwar an distera hadenn, astennet a-us d’ar bed-holl skourrou ar Vrôad Illur, gouez d’ezo, da lavarout eo Brôad holl-vrudet ar Gelted koz.
1923
Daveenn :
SKET
p.6
13. ME O TIZOLEIÑ MA GALVEDIGEZH.
13. ME O TIZOLEI MA GALVEDIGEZ.
1944
Daveenn :
EURW.1
p39
Tostaat a rae an termen din da nijal e-maez ar gaoued ha da heuliañ ma galvedigezh.
Tostaat a rae an termen d'in da nijal e maez ar gaoued, ha da heulia ma galvedigez.
1944
Daveenn :
EURW.1
p64
- Va galvedigezh, dimezell ! Me 'zo va youl galonekañ bezañ beleg Doue ha manac'h.
1949
Daveenn :
SIZH
p.45
Ma oa eno dre e youl gaer e oa, dre m'oa e c'halvedigezh bezañ beleg e servij Doue, p'en dije kaset da vat e holl studioù.
Ma oa eno dre e youl kaer e oa, dre m'oa e c'halvedigezh bezañ beleg e servij Doue, p'en dije kaset da vat e holl studioù.
1949
Daveenn :
SIZH
p.46-47
Me, Helgouarc'h, a zo va flanedenn, dre c'halvedigezh ha dre zibab, bezañ ur manac'h hag ur beleg, hervez youl Doue.