Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(db. an dud) 1. Anv-gwan ar verb "genel". Ganet eo bet e miz geñver. 2. Trl. Termen a dalvez da gadarnaat un nac'hadenn. Den ganet ebet : den ebet. Ne anzavin an dra-se da zen ganet ebet. Den ganet ne gredfe ober an dra-se. DHS. ene, kristen.

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

ar werc'hez Vari ganet

1456
Daveenn : ISYK.I p108

ganet

1499
Daveenn : LVBCA p81 (nez)

bezañ ganet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg naistre

M. Petra eo pec'hed orijinel ? D. An hini a zeu geneomp er bed-mañ pa vezemp ganet, hag a vez pardonet deomp dre ar sakramant a Vadiziant.

1677
Daveenn : Do. p35

[M.] Petra a ra ennomp-ni ar sakramant a vadiziant? D. Efasiñ a ra ar pec'hed orijinel, pe gant hini ez omp ganet, hag eñ hor gra Kristenien ha bugale da Zoue, dre voaien ar c'hras pehini a gonfer deomp.

1677
Daveenn : Do. p41

Ar vugale gant mammoù all, / Gant mammoù n'o deus o ganet, / Karantez o zud ne zenont ket.

1867
Daveenn : MGK p135-136

« N'eus forzh eus a belec'h, a Leon pe a Gerne [e ve], / Hep gouzout tiekaat[,] kemeret koumanant, / Goulenn kas an amzer, hep kaout ur begad skiant, / A oa daou berzh ker fall, ma kavas din oa ret / Reiñ dezhañ e c'houlenn da gentel d'e spered ; / Ha da ziskouez ouzhpenn ned eo ket ar madoù, / Deskadurezh trefoet, nag ivez kozh hunvreoù / Evit deskiñ aotrou, e daou na tri bloavezh, / Kerkoulz ha tieien zo ganet war ar maez. »

1867
Daveenn : MGK p91-92

Hervez ma welan skrivet sklaer, / Ul logodenn, ganet e kêr, / A yeas un deiz kuit eus he zi / Da c'hoari war ar maez, emezi.

1867
Daveenn : MGK p125

— Kabiten Jaouen, hon-daou omp ganet e Porspoder ; er memes iliz omp bet badezet...

1877
Daveenn : EKG.I. p.214

An den mat-se oa deut war an oad (ganet e oa en Ploumilio er bla 1811) ; hag e ouie e-leizh a varvailho[ù], a werzio[ù], a dreo[ù] fentus pe a skouer vat war an amzer-dremenet.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Hec’h eureujiñ a reas, hag eus an dimeziñ-se eo e voe ganet Keltos (2).

1923
Daveenn : SKET p.32

Hennezh, eme an drouiz, eo an ebeul ganet gand Andepa diwar Belinatepos.

1924
Daveenn : SKET.II p.21

Daoust hag-eñ a zo ur paotr ganet ha maget war bord ar mor, ha n’en deus ket gouzañvet ul levenez dispar, santet e galon o tridal en e greiz pa’n deus taolet e droad evit ar wech kentañ war tilher ur vag pesketa.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

Laouen-meurbet Janedig : seblantout a rae dezhi penaos e oa bet krouet ha ganet evit bezañ pinvidik, evit azezañ eus [ouzh] taol gant ar markizezed, evit debriñ meuzioù aozet gant ur mestr-keginer, evit bezañ servijet en pladoù arc’hant gant mitizhien aketus, soupl a gorf hag a spered evit ober he holl c’hoantegezhioù.

1925
Daveenn : BILZ2 p.152

ganet dall

1931
Daveenn : VALL pg aveugle

E milin-baper Lokmaria Benac'h e oa bet ganet ha savet, emezañ ; ha goude marv e dad, e oa deut an tiegezh da chom da Sant-Brieg.

1944
Daveenn : EURW.1 p53-54

Teodor Botrel a oa Breizhuhelad, ganet e Dinan, savet e Pariz.

1944
Daveenn : EURW.1 p70

Ganet en ur c'horn-bro dudius, ma welen ac'hano tour Karaez, Vorgium gozh, koshañ kêr Argoad, baleet ganin war an hevelep douar a bleustras an drouized diwezhañ, an argadourien a stourmas ouzh ar Romaned, an Normaned, ar Franked hag ar Saozon, penaos ne vije ket bet leun ma fenn gant o eñvor pemdeziek ?

1944
Daveenn : EURW.1 p15

Kevredigezh Vroadel Breizh ha Skol Veur Barzhed Breizh, ganet en hevelep kavell, a gerzhe bremañ dorn ouzh dorn, abaoe ma oa bet an disamm eus ar Barizianed.

1944
Daveenn : EURW.1 p.205

Mil bennozh Doue deoc'h, dimezell ! Me el lakay bremaik e-harz treid Hor Mamm dimp-ni holl, ar Werc'hez vinniget ganet dinamm.

1949
Daveenn : SIZH p.51

Em iliz, den ne brof er plad ; / Nep kristen ganet war he zro. / Ha ma boujedenn zo ken plat / Ma n'eus ket paouroc'h 'barzh ar vro.

1960
Daveenn : PETO p28

Ganet diwar ar c'hoñvers, e verv ennañ ar vuhez pa vez kresk war briz an okoume, hag e koazh pa rank an droc'herien souzañ pe dec'hout dirak an diskar-briz, pa vez karget skiberioù bras Europa.

1985
Daveenn : DGBD p27

Emichañs ez eus bet kalz gwellaenn e-keñver ar yec'hed, ha kalz muioc'h a vugale a c'hellfe bezañ bet ganet ha savet.

1985
Daveenn : DGBD p188

Da ziwezhañ e tennan e gartenn-bivelezh. E anv eo Korasidis Atanasios, bet ganet d'an 13 a viz Eost 1957.

2015
Daveenn : EHPEA p37

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial