Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Logig a dalvez da c'houdor d'ar c'hedourien. 2. Dre ast. Aspled. Garid an diri. II. (en e furm lies) GARIDOÙ. 1. Aspled mein toull-didoull a vez ouzh hent-tro kloc'hdioù zo. Bezañ harpet ouzh garidoù an hent-tro. & Trl., dre heveleb. Garidoù ur werenn : linenn treset tro-dro ur werenn. Kargañ ur werenn betek ar garidoù. 2. Dre ast. Hent-tro war-benn kloc'hdioù zo. Sevel d'ar garidoù. [1878] Sevel a ris buanañ ma c’hellis d’ar garidoù gant ar soñj da sevel war-eeun war beg an tour, ma’m bije amzer, evit stagañ va riblennad lian du [...]. 3. Dre ast. Kael, aspled. Ur c'harzh peulioù oc'h ober garidoù.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

garid

1499
Daveenn : LVBCA p82 (garite barbocane)

garid

1732
Daveenn : GReg pg guérite (échauguette), guérite (Guérite d'un clocher.)

garidoù

1732
Daveenn : GReg pg guérite (échauguette, p.), guérite (Guérite d'un clocher, p.)

Ne voen ket pell evit diroufennañ va c’hordenn hag he stardañ start ouc’h unan eus gwerzhidi maen ar garidoù.

1878
Daveenn : EKG.II p.133

Sevel a ris buanañ ma c’hellis d’ar garidoù gant ar soñj da sevel war-eeun war beg an tour, ma’m bije amzer, evit stagañ va riblennad lian du, ha da vervel goude, ma vije ret.

1878
Daveenn : EKG.II p.125

garidoù

1931
Daveenn : VALL pg balustrade

Ar Mestr, an aotrou Roberts, ma hentas dre ar garidoù don hag ar c'havioù uhel, a oa leun a vengleuzerien o tistagañ pastelloù mein glas, a veze kaset kuit gant un tren bihan.

1944
Daveenn : EURW.1 p.125

Tour iliz ar Folgoad - unan all eus ilizoù hollgaret an dug Yann V -, hag a oa mennet sevel anezhañ diouzh patrom tourioù iliz-veur Kastell da zigentañ, a voe cheñchet an tres anezhañ da zegas patromoù deuet war-wel ouzh tourioù Kemper : kurunennet e voe gant garidoù diavaez dindan ar beg-tour evel e penniliz Kernev ha diwar he skouer ivez e voe gwisket kornioù an tour gant skoazennoù pikernek kement ha diaraogiñ fuadenn piramidenn ar beg-tour.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 18

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial