1. Pesk mor plat, louet e gein, arwenn e gof, a vev war ar sont traezh pe war ar sont lec'hid, tost d'an aod, e anv spesad Solea vulgaris ; prizet-dreist eo ar c'hig anezhañ.
Pesketa garlized. Debriñ ur c'harlizenn grilhet.
2. Garlizenn-garreg : pesk mor a denn d'ar c'harlizenn, kar d'an turbod, du e gein, a vev el lec'h ma vez sont kerreg, e anv spesad Zeugopterus punctatus.