Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Stn. Karter yuzev en ur gêr ; karter ma ranke ar yuzevien chom. Bodet e veze ar yuzevien e ghettoioù. Emsavadeg ghetto Warszawa. 2. Dre ast. Lec'h ma'z eus ur gumuniezh bihanniver o vevañ en un doare distag diouzh ar peurrest eus ar gevredigezh. Emaint o vevañ en ur ghetto. 3. Dre skeud. Metoù klozet warnañ e-unan. Bevañ en ur ghetto sevenadurel.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Meur a zigarez 'vo diskoachet ivez da zisplegañ dam betra 'oa deuet ken nebeut a dud ha ken nebeut a startijenn enne : fiziañs hon eus en ijin dreist Yann Emsaver, a vez bepred prest da bentañ lern evit mirout ar blijadur en devez oc'h adkavout e c'hetto bihan a vare da vare.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

An hini en deus c'hoant gouzout muioc'h diwar-benn istor ar yideg hag e lennegezh [...], diwar-benn istor geto Varzovia, pe hini drouklazhadegoù Oukraina er bloavezhioù da heul Dispac'h Ruz miz Here 1917, diwar-benn danzeadeoù 'zo e-ser an oberennoù, a c'hello atav lenn ar pennadoù a-ratozh hag an notennoù puilh a oa bet savet evit embannadur 2005.

2013
Daveenn : BERNI p.2

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial