Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. Termen hollek a ya da envel lod evned eus ar c'herentiad Scolopacidae. B. 1. Gioc'h-lann : evn tremeniat hir e gorf, e anv spesad Gallinago gallinago, dezhañ pluñv gell-du gant brizhelloù rous gant peder linenn arvelen war e gein, pluñv gwenn war e gorf, hag ur pigos hir-tre ha moan. 2. Gioc'h bihan : evn hirc'harek tremeniat bihan e vent, krennik e gorf, e anv spesad Lymnocryptes minimus, dezhañ pluñv heñvel ouzh ar gioc'h-lann, ur pigos hir ha moan. 3. Gioc'h lost gwenn : evn hirc'harek tremeniat krenn e gorf, e anv spesad Gallinago media, heñvel e bluñv ouzh re ar gioc'h bihan war-bouez re ar c'hof zo brizhellet-gell, dezhañ ur pigos hir-tre ha moan. II. Dre skeud. (db. an dud) 1. Trl. kv. Bezañ treut evel ur gioc'h, treut-gioc'h : treut-kenañ. & Trl. skeud. Ober kof gioc'h : tremen hep debriñ. 2. Trl. skeud. Kas ub. da c'hwitellat gioc'hed, da c'hwitellat gioc'hed war gribell Menez-Are, da c'hwitellat gioc'hed d'an dour-sav : e gas diwar-dro.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

gioc'h

1499
Daveenn : LVBCA p115 (euagon)

gioc'h-mor

1659
Daveenn : LDJM.1 pg becassine

gioc'h-vor

1732
Daveenn : GReg pg beccassine (oiseau passager)

gioc'hed

1732
Daveenn : GReg pg beccassine (oiseau passager)

gioc'hed-vor

1732
Daveenn : GReg pg beccassine (oiseau passager)

kioc'h

1732
Daveenn : GReg pg beccassine (oiseau passager)

kioc'hed

1732
Daveenn : GReg pg beccassine (oiseau passager)

gioc'h

1732
Daveenn : GReg pg beccassine (oiseau passager)

Ur gioc'h am eus lazhet.

1850
Daveenn : GON.II pg kioc'h (J'ai tué une bécassine).

kioc'h

1850
Daveenn : GON.II pg kioc'h (Bécassine, oiseau).

kioc'h-vor

1850
Daveenn : GON.II pg kioc'h-vôr (Bécassine de mer), folligen-vaé

kioc'hed

1850
Daveenn : GON.II pg kioc'h (Bécassine, oiseau. Pl.)

kioc'hed-mor

1850
Daveenn : GON.II pg kioc'h-vôr (Bécassine de mer. Pl.)

Ma ve, dianañ, kre hoc'h eskell / Da vont evel ar gioc'h, ar c'hrakhouad, ar c'haran, / Dreist ar gouelec'h, ar mor ledan, / D'ar broioù n'int anavezet.

1867
Daveenn : MGK p16

gioc'h

1909
Daveenn : BROU p. 214 (bécassine)

gioc'hed

1931
Daveenn : VALL pg bécassine

gioc'h

1931
Daveenn : VALL pg bécassine

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial