Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. I. 1. Treuzdougen (udb.) war-bouez ar c'hein pe war-bouez an divvrec'h betek ul lec'h pa ne c'haller ket e ober gant ar c'harr. Diboullañ foenn, mouded, kolo. Diboullañ ar c'hoad war e skoaz. 2. Ent krenn Diskargañ. O tiboullañ emañ ar charretour. ES. kargañ. 3. Ent strizh Dizober ur bern bezhin dalc'het gant mein pe kregin war an traezh pe en ur poull. II. Dre ast. 1. Tennañ, freuzañ. Ar brug zo aes da ziboullañ war ur roz sonn. 2. (db. ar c'hregin) Tennañ (udb.) eus ur poull-dour. Krog eur da ziboullañ kokez. DHS. divorañ. 3. Treuzdougen (udb.). Al linenn houarn a vo eus an talvoudusañ evit diboullañ ar c'hefioù gwez. Mod all e vije bet diboullet gant an traktor. 4. Skarzhañ. E galon n'eo ket evit diboullañ e wad. 5. (db. ar marc'hadourezhioù) Kavout fret da (udb.). Ur marc'had re zister evit diboullañ sivi Plougastell. 6. Dilec'hiañ. Kement tra a oa en ti a oa bet diboullet ganto. DHS. dilojañ, divorañ.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Koñvers an houarn avat o vezañ troet da fall er bloavezhioù diwezhañ-mañ, ez eus bet divizet kas da gentañ al linenn etrezek Franceville, da glask tennañ gounid eta eus ar manganez (an uraniom ivez a zo war an tu-se, met ne vije ket bet ret kaout un hent-houarn evitañ !), met dreist-holl al linenn houarn, a zle bezañ digoret bremañ betek war-dro Booue, war an Ogowe, a vo eus an talvoudusañ evit diboullañ ar c'hefioù gwez betek porzh Owendo.

1985
Daveenn : DGBD p54

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial