I. V.g.
Dont da vezañ glan, glanoc'h.
Glanaat a ra an dour bremañ.
HS. naetaat.
ES. lousaat.
2. V.k.e.
Lakaat (ub.) da vezañ glan, glanoc'h.
Kement-se zo ret evit e c'hlanaat.
3. V. em.
EN EM C'HLANAAT : glanaat, naetaat e gorf, e spered.
En em c'hlanaat oc'h ober yun.
Daveenn :
SKET
p.177, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Purifier".
Hag en em c’hlana dre sellout ouzh an heol, ouzh an tan, ouzh ur werc’hez a ouenn Vanos, pe dre stekiñ da zorn ouzh ur vuoc’h, ouzh arem, pe ouzh dorn un den kadarn hag eeun (2).
Hag en em c’hlana dre sellout ouz an heol, ouz an tan, ouz eur werc’hez a ouenn Vanos, pe dre steki da zourn ouz eur vuoc’h, ouz arem, pe ouz dourn eun den kadarn hag eeun (2).
1924
Daveenn :
SKET.II
p.28
Keñveriañ : a) e-touez ar C’hresianed, mojenn an Huperborean Abaris en dije ergerzhet ar bed war saezh Apollo, o yac’haat ha glanaat an neb ma stoke outañ ar benveg doueel en ur rannañ al lavarennoù dleet ; b) [...].
Kenveria : a) e-touez ar C’hresianed, mojenn an Huperborean Abaris en dije ergerzet ar bed war saez Apollo, o yac’haat ha glanaat an neb ma stoke outan ar benveg doueel en eur ranna al lavarennou dleet ; b) [...].