Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Glaoda

1732
Daveenn : GReg pg Claude (nom d'homme)

Mat, an Aotrou Posteg en deus lavaret din edont o tont diwar-dro Loklouer war-zu Kroaz-Maen, hen, Eozen Roue, a Gervengant, ha Glaoda e vreur.

1877
Daveenn : EKG.I. p.297

Mont a rae di abalamour m’en doa droug ouc’h Paol Inizan, diwar-benn aod ar C’hernig, hag abalamour m’oa gourc’hemennet dezhañ kas gantañ d’ar prizon an Aotrou Yann-Glaoda Inizan, person Plouzane, deuet d’ar gêr, da di e vreur, Paol Inizan, ha n’en doa ket falvezet gantañ sentiñ ouc’h lezennoù ar republik.

1877
Daveenn : EKG.I. p.250-251

Louis [Loeiz] Gwilhoù, Gien an Han, Glaoda ar Map, Job ar Boulc’h, Tangi Lagadeg, Herve Magerez, Denez Rozeg, ha kalz a re all c’hoazh a yeas war o lerc’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.97-98

Glaoda

1927
Daveenn : GERI.Ern pg -a1

Glaoda

1927
Daveenn : GERI.Ern pg -a1

Glaoda a zimezas pa oa graet e neizh gantañ, d'ur plac'h damdost a oad gantañ, Anna-Mari Roparz eus an Hellegoad, Bolazeg, a zaremprede pell a oa.

1944
Daveenn : EURW.1 p13

Glaoda vihan a voe kaset d'ar skol da Vontroulez, da di ar Breudeur : war e zaouzek vloaz, e voe lakaet war al latin e Kloerdi Kastell-Paol.

1944
Daveenn : EURW.1 p10

Ma zad a veze graet Glaoda anezhañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p10

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial