I.
1. Stlejvil bihan pevarzroadek vic'haner pe vevc'haner, dezhañ ul lost hir, moan ha hedorr.
&
Glazard ar mogerioù : ar spesad Podarcis muralis.
&
Glazard bevc'haner : ar spesad Lacerta vivipara.
HS. gurlaz.
2. ROUEZ, RANNYEZH.
Ran (1 2).
II.
Dre skeud.
A. (db. an dud)
1. Den teñval liv e groc'hen.
E vab a oa ur glazard.
2. Den e vlev glas (I C 1).
3. ISTOR
Ar Glazarded : moranv ar soudarded e-pad an Dispac'h gall abalamour da liv o unwisk.
Ar Re C'hlas a veze graet glazarded anezho.
B. PEMDEZ (db. an traoù)
Moneiz.
Glazarded zo em godelloù.
DHS. glaou, kregin, segal.
Aour da zastum a zo enni (2), ha glazarded ha naered kement anezho ma c’hellont lonkañ kirvi hag oc’hen.
Aour da zastum a zo enni (2), ha glazarded ha naered kement anezo ma c’hellont lonka kirvi hag oc’hen.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.73
Hemañ en devoa graet (pet gwech !) tro ar bed ; henhont a oa bet o vrezeliñ en Indez ; ar glazard-mañ, leshanvet ar Prizonier, a oa bet, tri bloaz, er galeoù, gant ar Saozon, hag an hini tostañ dezhañ a zo o paouez erruout eus brezel an Amerik.
Heman an nevoa grêt (ped gwech !) tro ar bed ; hen-hont a oa bet o vrezelli en Indez ; ar glazard-man, leshanvet ar Prizonier, a oa bet, tri blâ, er galeou, gant ar Zaozon, hag an hini tosta d’ean a zo o paouez erruout eus brezel an Amerik.