I.
ag.
1. Gouliet (1).
Ober war-dro an den gloazet.
2. Dre skeud.
Gouliet (2).
Reiñ un tammig frealz d'e ene gloazet.
II.
ak.
[1877] Un den gloazet.
[1877] Lakaat a rejont an daou c’hlazet war an douar, hag, unan anezho, gant ur forc’h, eben gant ur peul, ec’h en em lakejont d’en em gannañ a-vad a-enep ar soudarded.
19. Grit din bout fournis gwarniset / A'r sin ar groaz ma voe gloazet, / Hag ar basion, Itron naet. / Dre e verit omp akuitet.
19. Gryt dyff bout fournis goarnisset / A-n syn a-n croas ma-z foue gloaset, / Hac a-n passion, Itroun net. / Dre he merit omp acuyttet.
1622
Daveenn :
Do.
p64
gloazet
glazet
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg glazet
Ha ned eo ket gloazet e vab ?
Ha né d-eo két glazed hé vâb ?
1850
Daveenn :
GON.II
p.86, livre second, « Son fils n’est-il pas blessé ? »
Lakaat a rejont an daou c’hlazet war an douar, hag, unan anezho, gant ur forc’h, eben gant ur peul, ec’h en em lakejont d’en em gannañ a-vad a-enep ar soudarded.
Lakaat a rechont an daou c’hlazet var an douar, hag, unan anezho, gand eur forc’h, eben gand eur peul, ec’h en em lakechont d’en em ganna a vad a enep ar zoudarded.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.293
Evito da vezañ deuet da brederiañ an dud glazet hepken, an dra-se ne vire ket outo, e-feson, da c’hoari o zaol pa v[eze] ret.
Evit-ho da veza deuet da brederia an dud glazet epken, an dra-ze ne vire ket outho, e fesoun, da c’hoari ho zaol pa viche red.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.292
Ur pennad brav a vale am boa da ober evit mont da Lanzeon, ha poan am boa c’hoazh em morzhed glazet e Kergidu : Evelato e kave din e vijen a-raok an deiz e penn va beaj.
Eur pennad braoa vale [sic] am boa da ober evit mont da Lanzeon, ha poan am boa c’hoaz em morzed glazet e Kergidu : Evelato e kave dign e vichenn araok an deiz e penn va beach.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.21
O roeñvat hag o seniñ ar c’horn-boud da gelenn ha da heñchañ e genvrezelidi, e renas an argasadenn betek ar penn, hag eñ gloazet hag o redek e wad dre veur a c’houli.
O roenvat hag o seni ar c’horn-boud da gelenn ha da hencha e genvrezelidi, e renas an argasadenn beteg ar penn, hag hen gloazet hag o redek e wad dre veur a c’houli.
1923
Daveenn :
SKET
p.135
Dastum o re-varv hag o re-c’hloazet a rejont buan hag o zeurel er gaoter-adc’henel (1).
Dastum o re-varo hag o re-c’hloazet a rejont buan hag o zeurel er gaoter-adc’henel (1).
1924
Daveenn :
SKET.II
p.56
gloazet
1931
Daveenn :
VALL
pg blessé
gloazet d'ar marv
gloazet d'ar maro
1931
Daveenn :
VALL
pg blessé (à mort)
Gloazet e voe gant un taol baionetezenn digant ur Glaz, ar pezh na viras ket outañ da vevañ betek an oad a 96 vloaz.
Gloazet e voe gant eun taol baionetezenn digant eur Glas, ar pez na viras ket outañ da veva betek an oad a 96 vloaz.
1944
Daveenn :
EURW.1
p9
Ya ! ho kure, person karet / ' Zo diredet gant azaouez, / War ho tro, p'emaoc'h o paouez / Bezañ gloazet ha diskaret.
Ya ! ho kure, person karet / ' Zo diredet gant azaouez, / War ho tro, p'emaoc'h o paouez / Beza gloazet ha diskaret.
1960
Daveenn :
PETO
p82
Met, e-lec'h stourm 'vel gwir wazed, / Ar c'hozh gamached kriz ha yud / A lazh merc'hed ha re c'hloazet, / Ar re zinoasañ eus hon tud.
Met, e-lec'h stourm 'vel gwir wazed, / Ar c'hoz gamached kriz ha yud / A laz merc'hed ha re c'hloazet, / Ar re zinoasa eus hon tud.
1960
Daveenn :
PETO
p61
Na lazhit ket an den gloazet / Pa'z eo dinoaz bremañ, gwazed !
Na lazit ket an den gloazet / Pa'z eo dinoaz bremañ, gwazed !