1. A vank dezhañ ar pep retañ ; hep peadra.
Tud dibourvez.
HS. dizanvez.
2. Ur chekenn dibourvez : n'eus ket a arc'hant war kont an hini en deus he savet.
3. Dre skeud.
Dievezh.
Daveenn :
BROU
p. 412 (dépourvu, surtout moralement)
dibourve
diboúrvé
1909
Daveenn :
BROU
p. 223, p. 412
Evit ar baotred, heñveloc’h a-se ouzh bouc’hed ha chas eget ouzh tud, ez int ken dibourvez a bep emzalc’h hag emziouer, ken digizidik o c’halon e traoù ar garantez ken e vez pleustret ganto ar merc’hed diguzh-kaer a-c’houez d’an holl (3).
Evid ar baotred, henveloc’h a ze ouz bouc’hed ha chas eged ouz tud, ez int ken dibourvez a beb emzalc’h hag emziouer, ken digizidik o c’halon e traou ar garantez ken e vez pleustret ganto ar merc’hed digus-kaer a-c’houez d’an holl (3).
1923
Daveenn :
SKET
p.100
Notennoù studi
Ne zeu ket war wel stumm ar genyezh gant ar "z" dibenn a-raok an XVIIIvet kantved.
Etimologiezh
Amprest eeun digant ar galleg "dépourvu", brezhonekaet tamm-ha-tamm o treiñ de- da di- da gentañ hag oc'h ouzhpennañ outañ ar gensonenn dibenn "z" adalek an triwec'hvet kantved.