Souezhus ar c'hemm a c'hell c'hoarvezout adarre gant ar mor ur wech ma vezer aet e-biou d'ar beg-douar-se : e pleg-mor Biskaya hor boa bet tro da welout houlennoù ledan o vont war o gorregezh en ur c'hoari gant al lestr, etre beg Finisterre hag hini Sant Visant mor brizhc'hlas drailhet evel ma c'heller kaout en-dro da Vreizh.
Ar bloavezh 1240 a c'hall bezañ lakaet da boent loc'h ar chanter. Met e dibenn ar XVvet kantved, ouzhpenn daou c'hant hanter-kant vloaz da c'houde, edod c'hoazh o labourat warni [war an iliz-veur] d'he feurechuiñ. Ha c'hoazh e ranker menegiñ ne oa bet peurveget an tourioù nemet en XIXvet kantved. Hevelep gorregezh ne oa ket ur reolenn voutin d'an holl chanteroù da neuze.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gorregik