Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Kas udb. war-grec'h. Gorren e benn, e zaoulagad. Gorren ur banniel. Gorren ar rouedoù. & Trl. skeud. Gorren e fri : c'hoari e zen kurius (2). HS. gwintañ, sevel. 2. Dibradañ. Gorren mein. 3. Dre ast. Dastum, mirout udb. a-benn an amzer-dazont (en ul lec'h uhel prl.). E pep ti ez eus ul lec'h evit gorren ar boued. Gorren an ed er grignolioù. II. V.g. Mont war-grec'h, dibradañ.

Skouerioù istorel : 
43
Kuzhat roll ar skouerioù

gorren

1499
Daveenn : LVBCA p85 (leuer)

Ha pan oa kaset [Katell] d'al lec'h ordrenet evit-se ez c'horroas he daoulagad entreze ha 'n neñv oz ober orezon da gehelañ Doue en ur lavaret : O ! Jezuz gwir roue, enor ha gloar ar gwerc'hezed hag [e]sperañs ha salud ar gristenien.

1576
Daveenn : Cath p23-24

Pa c'horroer Corpus Domini, petra a livirit-hu ?

1622
Daveenn : Do. p50

Ha pan c'horroer ar c'halizr, petra a livirit-hu ?

1622
Daveenn : Do. p52

en em c'horren

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (prendre l') essort

gorren

1659
Daveenn : LDJM.1 pg hausser, leuer

gorren

1659
Daveenn : LDJM.1 pg defluxion

gorroet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg guinder, leuer

gorren

1659
Daveenn : LDJM.1 pg guinder

M. Ha pa c'horroer korf hon Salver ? / D. E adoriñ a ran, o lavaret : Ave verum Corpus, etc.

1677
Daveenn : Do. p51

gorren

1732
Daveenn : GReg pg guinder (élever en haut)

gorren

1732
Daveenn : GReg pg amasser, elever (hausser), enlever (lever en haut ce qui est à terre), hausser (élever, rendre plus haut)

gorren

1732
Daveenn : GReg pg amasser, hausser (élever, rendre plus haut)

gorroet

1732
Daveenn : GReg pg amasser, hausser (élever, rendre plus haut, pp.)

gorroet

1732
Daveenn : GReg pg elever (hausser), enlever (lever en haut ce qui est à terre), , hausser (élever, rendre plus haut, pp.)

gorren mein gant un injin

1732
Daveenn : GReg pg elever (des pierres avec quelque machine)

gorren e c'hrond

1732
Daveenn : GReg pg elever (sa voix)

em c'horren

1732
Daveenn : GReg pg (s') elever (de terre)

an ered en em c'horr en aer gant un nij buan meurbet

1732
Daveenn : GReg pg (les aigles s') élevent (en l'air d'un vol fort rapide)

gorroet d'an enorioù

1732
Daveenn : GReg pg elevé (aux honneurs)

gorroet

1732
Daveenn : GReg pg guinder (élever en haut, pp.)

gorriñ ihuel

1732
Daveenn : GReg pg guinder (élever en haut, Van.)

gorren an divrec'h

1732
Daveenn : GReg pg hausser (Hausser les bras.)

gorren ur bec'h

1732
Daveenn : GReg pg hausser (Hausser un fardeau.)

gorren ur bec'h

1732
Daveenn : GReg pg hausser (Hausser un fardeau.)

N'hellan ket e c 'horreañ uheloc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg gorréa, gorroi (Je ne puis pas l'élever plus haut).

gorren

1850
Daveenn : GON.II pg gorréa, gorroi, gorren (Lever. Elever. Hausser. De plus, serrer, mettre en lieu de sûreté, comme au haut d'une armoire ou autre lieu élevé. - Renfermer, comprendre, contenir. H.V).

gorreet

1850
Daveenn : GON.II pg gorréa, gorroi (Lever. Elever. Hausser. De plus, serrer, mettre en lieu de sûreté, comme au haut d'une armoire ou autre lieu élevé. - Renfermer, comprendre, contenir. Part.)

gorroet

1850
Daveenn : GON.II pg gorréa, gorroi (Lever. Elever. Hausser. De plus, serrer, mettre en lieu de sûreté, comme au haut d'une armoire ou autre lieu élevé. - Renfermer, comprendre, contenir).

Gorroit o tivrec'h.

1850
Daveenn : GON.II pg gorréa, gorroi (Haussez les bras).

gorren

1850
Daveenn : GON.II pg gorréa, gorroi, gorren (Lever. Elever. Hausser. De plus, serrer, mettre en lieu de sûreté, comme au haut d'une armoire ou autre lieu élevé. - Renfermer, comprendre, contenir), uhélaat, uc'hélaat, sével

Gorroet hoc'h eus-hu an dilhad ?

1850
Daveenn : GON.II pg gorréa, gorroi (Avez-vous serré les habits ? )

gorren

1850
Daveenn : GON.II pg gorréa, gorroi (Voyez "gorréa").

« Gorroit ar gwakolioù, / Ar stern hag ar sparloù. »

1867
Daveenn : MGK p44

Kerkent ha ma voent en em gavet, ec’h ejont da c’houlenn da zibriñ ha da evañ. Mes lavaret e voe dezho, e pep ti, n’oa na tamm na banne ; n’oa ket bet a amzer c’hoazh da boazhat bara, re vintin e oa ; ha n’oa ket a arc’hant en tiez da vont da brenañ gwin na gwin-ardant da Vontroulez. Hag e gwirionez, an traoù a oa gorrenet ker pizh, ma ne voe kavet netra e neblec’h : war-c’hed edo an holl eus ar soudarded.

1877
Daveenn : EKG.I. p.169

An traoù disterañ, ar re ne dal[v]e ket ar boan o gorren, a yoa lezet war an dispalu.

1877
Daveenn : EKG.I. p.231

gorren

1909
Daveenn : BROU p. 244 (renfermer)

E-barzh neved Anvalos e vezo gorreet ar bugenoù, ha kinniget d'an doueed e vezint.

1923
Daveenn : SKET p.22-23

Neuze, o tennañ a-dre an divrec’h anezhi ar mabig a luskelle, e c’horreas anezhañ keit hag he dremm, e pokas dezhañ ha, goude, ouzh e adreiñ d’e vamm, e lavaras : « Gra mat war e dro, rak enor hor Gouenn e vo un deiz da zont hag ar gwellañ harp anezhi. »

1923
Daveenn : SKET p.105

Ha Vindosêtlos kerkent ha mouchañ e zaoulagad gant e zorn, gorren prim e horell, treiñ kein d’ar prad ha tec’hout dre ar c’hoad !

1924
Daveenn : SKET.II p.34

gorreet

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXV, arborer

gorren

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXV, arborer

Ur pennadig goude-se ec'h en em gav an dougerien gentañ : ar gegin (koan a vo eta !), ar gwele, hag a zo koulskoude unan eus ar sammoù lakaet da vezañ an diaesañ da zougen dre ma 'z eo ur bec'h ledan ha ma speg er c'heuneud a bep tu, hag ivez dre ma vez re dechet ar voyed da blantañ er sac'h leien a vez ouzh e c'horren a bep seurt traoù ma ne daoler ket evezh ; ur pakad all bennak, an hanter eus an telt.

1985
Daveenn : DGBD p154

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial