Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. V.k.e. Reiñ goudor (d'ub., d'udb.). Savet e voe ur c'harrdi nevez da c'houdoriñ an dornerez. 2. V.g. Mont er goudor. Deuit da c'houdoriñ em lochenn. Goudoriñ a rejont en o c'hreñvlec'h o welet an enebour o tont.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

goudoriñ

1924
Daveenn : SKET.II p.129 « Geriadurig », "Abriter".

Dre nijal a-zioc’h ar vag e reas dezhi an torkad evned, evit he goudoriñ, evel un andorenn pe ur stel-gwarez.

1924
Daveenn : SKET.II p.52

goudoriñ

1931
Daveenn : VALL pg abriter, (s')abriter

Tu am eus bet da c'houzout diwezhatoc'h, diwar va c'houst, pegen poanius e oa evit ar vro-se bezañ hep porzh goudoret-mat.

1985
Daveenn : DGBD p22

Ur wech arruet re uhel d'ar boliserien e sav ar stourmer ur weurt gwele a-ispilh gant an daou damm lien [a servij da gordenn], betek gallout mont diwar wel er boupenn ma fell dezhañ, koulz ha bezañ goudoret diouzh ar yenijenn hag ar glav.

2015
Daveenn : DISENT p97

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial