Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

A c'hall ober pep tra, zo mestr war gement tra zo. Hollc'halloudek e oa an dud-se. Krediñ a ra en un doue hollc'halloudek. HS. hollc'halloudus.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

M. Livirit-hu ar Gredo en latin. D. Credo in Deum etc. M. Livirit-hi en brezhoneg. D. 1. Me gred en Doue an Tad hollc'halloudek, krouer d'an Neñv ha d'an Douar.

1622
Daveenn : Do. p10

hollc'halloudek

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tout (puissant)

M. Leveret-eñ [ar c'hredo] e brezhoneg. Me gred e Doue an Tad Hollgalloudek, krouer an neñv hag an douar. Hag e Jezus-Krist e vab unik, hon Aotrou. Pehini zo bet koñsevet eus ar Spered santel, ha ganet gant ar Werc'hez. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, zo bet krusifiet, marv, ha sebeliet. Zo bet diskennet d'an ifern, ha resusitet an trede deiz a-douez ar re varv. Zo pignet en neñv, hag azezet en tu dehoù da Zoue an Tad Hollc'halloudek. Ahane e teuy da varn ar bev hag ar marv.

1677
Daveenn : Do. p11-13

M. Petra a gredit-hu sommeramant eus hon Aotrou Jezus-Krist? D. Me gred ez eo Mab da Zoue an Tad Hollgalloudek ker gouiziek ha ker mat hag an Tad ; en deus en em graet den evidomp e kof ar Werc'hez glorius Vari, hag evel-henn ez eo gwir Doue ha gwir den.

1677
Daveenn : Do. p15

hollc'halloudek

1850
Daveenn : GON.II pg holl (-c'halloudek)

Perak 'ta am anvit-hu Noemi, me pehini en deus an Aotrou Hollc'halloudek mezhekaet ha glac'haret ?

1850
Daveenn : GON.II.HV p.100, Buez Ruth.

« Ha me hollc'halloudek, me garfe e c'hallfen / Tennañ eus o fennoù ar gredenn zo enno / Ne ve graet netra vat, ma na ve graet ganto, / Pe lavaret ober… rak seurt ebet ne reont, / Nemet dispign arc'hant, arc'hant a c'hounezont / Gant divrec'h ar re all, o labourat an douar. »

1867
Daveenn : MGK p94

Nann, tud kozh bro Perroz n’oant ket tud aonik : feiz don a oa en o c’halon, ha fiziout a raent e Doue hollc’halloudek.

1877
Daveenn : EKG.I. p.100

Dre benn Momoros, mab Neutto, e komzo furnez an doueed vadelezhus, peurouiziek, hollc’halloudek. »

1923
Daveenn : SKET p.123

hollc'halloudek

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXV

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial