Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Hep prez, hep labour d'ober. Dibrez eo bremañ. Dibrez e vezent da vont da besketa. & Amzer dibrez : amzer vak. Implijout e amzer dibrez. 2. (db. an arc'hant) Bet espernet. Pelec'h e lakaont o arc'hant dibrez ? 3. (db. ar binvioù) N'eus den ouzh e implijout. Dibrez eo ar garrigell. II. Adv. Goustadik. Gwiskañ a reas dibrez e chupenn. HS. gorrek.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

an dibresañ den a c'hallec'h da welet eo, a oufec'h da lavaret eo

1732
Daveenn : GReg pg (c'est l'homme du monde qui a le moins d') empressement (ou, qui est le moins empressé)

alvokad dibrez

1732
Daveenn : GReg pg avocat

un den eo evit an dibresañ

1732
Daveenn : GReg pg (c'est l'homme du monde qui a le moins d') empressement (ou, qui est le moins empressé)

dibrez

1732
Daveenn : GReg pg (sans) empressement (celui qui n'est pas empressé)

bezañ dibrez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dibréz (avoir du loisir ; être inoccupé).

dibrez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dibréz (Qui a du loisir. Inoccupé).

Mes gwelet e voent o vont kuit, ha Canclaux, bremañ dibrez, a gasas ur guchenn soudarded war o lerc’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.142

Ur soñj vat hor boa bet p'hor boa kroget, ha ni war-dro Ntoum, da lakaat ar re a veze dibrez da vont da glask delioù rafia, a vez "gwriet" da ober "koloennoù" da deiñ al lochennoù.

1985
Daveenn : DGBD p99

Ne lavarint ger dit, evit ma vo dibrez o spered.

2015
Daveenn : EHPEA p54

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial