Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. ar pobloù) Dezhañ doareoù bevañ n'int ket diorroet e-keñver re ur bobl all. Ar pobloù kentidik. 2. (db. doareoù ar c'hevredigezhioù, doareoù bevañ an dud) N'eo ket diorroet e-keñver ar pezh zo en ur gevredigezh all. Doareoù treuzdougen kentidik. Ar gounid douar kentidik. Ur vuhez kentidik. 3. (db. an natur) Zo manet evel ma oa en amzerioù kentañ, n'eo ket lakaet da gemmañ dre emell udb. diavaez. Bez' ez eus toleadoù eus Norzh Amerika zo c'hoazh meur a zoare kentidik warno. Ar goadeg kentidik. 4. Termen a dalvez d'ober dave da zeroù ur prantad eus istor ur yezh, eus istor ur c'herentiad yezhoù. An euskareg kentidik. Adsevel furm gentidik ur ger. Ur gensonenn gentidik.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Doue da'm fardono, an den-se a hañval bezañ a-boan denek ! Tennañ a ra d'ur c'heviad kentidik marteze ?

2012
Daveenn : DJHMH p28

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial