Na gwelet a rit-hu anezhe, en korf o roched, diarc’hen, o bragoù troñset gante betek o daoulin, o redek war an aod, o klask kontelleged, malkoned, tareleged, pe er poulloù-traezh, er vorlennoù oc’h ober redadegoù gant o bagoù : gobiri, biskinennoù, goueletinier, teir gwernioù graet dezhe gant o zadoù.
Ur bloavezh, e welis e Landreger strollad ur oueletenn, eus Sant-Malo m’am eus soñj.
E-lec’h mont da c’hoari kartoù pe da verc’heta en ostalerioù ar gêriadenn, gwell e veze gant an darn vuiañ diouto sevel war vourzh ur oueletenn, ha peogwir e vezed du-hont frankoc’h gant an hini-kreñv [hini kreñv] eget gant an dour ober a raent peb a reorad kent distreiñ war o giz d’o lestr.
Bez’ e oa, bodet ouzh hor gortoz a-wel d’ar gêrbenn el lec’h m’emañ ar stêr Taj en he ledanañ holl listri ar rouantelezh : un daou pe dri lestrig nevez, liv al lous hag an digempenn warno, hag un dornad bigi ar c’hizh kozh, fourgadennoù, korvetennoù ha zoken ur oueletenn dre lien.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gouelezadur