Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Anv seizhvet miz ar bloaz, ennañ un deiz ha tregont. An eil a C'houere. 2. (goude ar ger miz) Ar miz-se. E miz Gouere, da viz Gouere. D'ar 25 a viz Gouere. EVEZH. Ne lakaer ger-mell ebet dirak Gouere, na kennebeut dirak miz Gouere prl.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

Kouhere

1499
Daveenn : LVBCA p85 (iuillet)

Gouere

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Iuillet

Kouhere

1659
Daveenn : LDJM.1 pg gouhere

Kouhere

1699
Daveenn : Har. pg gouere (Juillet)

Steredenn-ar-C'hi a vez o ren adalek ar bevare deiz warn-ugent eus a viz Gouere, bete an drede warn-ugent a viz Eost

1732
Daveenn : GReg pg (la) canicule (est depuis le 14 Juillet, jusqu'au 13 Aoust)

Steredenn-ar-C'hi a vez o ren adalek ar pevare deiz warn-ugent eus a viz Gouere, betek en trede warn-ugent a viz Eost

1850
Daveenn : GON.II.HV pg stéréden (-ar-c'hî)

Gouel-Maria-C'houere

1850
Daveenn : GON.II.HV pg Goél-Maria-C'houere, Goél-Maria-Lîd

Gouere

1850
Daveenn : GON.II pg gouéré, gouhéré, gourélin, mézévennik

miz Gouere

1850
Daveenn : GON.II pg gouéré, gouhéré

Gouere

1909
Daveenn : BROU p. 244 (on l'écrirait mieux guere; il n'a que deux syllabes)

Gant ar Gelted, an hañv, kemeret ez strizh, a oa anezhañ tri miz, Mae, Mezheven, Gouere. Kemeret ez ledan, e staged outañ tri miz all : Eost, Gwengolo, Here.

1923
Daveenn : SKET p.23

Ne oa ket tremenet gantañ c'hoazh e gendamouez noter, pa strakas ar brezel da viz Gouere 1870, etre Frañs hag Alamagn.

1944
Daveenn : EURW.1 p11

Ur skouer fall e oamp d'an diskarded all, gant hor c'henseurtiezh re zigabestr, ha da viz Gouere 1895 e voe roet da c'houzout d'hor bandenn na dalveze ket ar boan deomp dont da glask digor ken.

1944
Daveenn : EURW.1 p43

Kentañ ma krogis da skrivañ eñvorennoù war va buhez du-hont a voe e deizioù diwezhañ miz gouere '39, pa oan aet gant ar 35vet Rejimant Artilerezh Gwened, da ober "maneuroù" pe embregadegoù e Kamp KoedKidan, kement-se e-pad ar pennadoù goullo a veze etre ar pennadoù-embregiñ.

1985
Daveenn : DGBD p6

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial