Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Dispred. Goulenn dimeziñ. P'emañ fenoz ar c'houlennadeg evit ma eured. Kanañ ur son evit an euredoù, ar goulennadegoù, hag evit meurlarjez. & Fest ar c'houlennadeg : pred-lid a veze da geñver ar goulenn dimeziñ. [1925] Ar Sul war-lerc’h, an aotrou person en deus embannet an daou [z]en yaouank, ha, goude ar gousperoù, eo bet graet en Kervarker fest ar c’houlennadeg. 2. Goulenn savet ent kefridiel ouzh un aotrouniezh bnk. 3. [1985] Obererezh goulennata (I). [1985] Ne zegas ket ar c'houlennadeg kalz a sklerijenn war an afer.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Ar Sul war-lerc’h, an aotrou person en deus embannet an daou [z]en yaouank, ha, goude ar gousperoù, eo bet graet en Kervarker fest ar c’houlennadeg.

1925
Daveenn : BILZ2 p.154

He son a vez kanet en eureujoù, evit ar c’houlennadegoù, evit malarje ha fest ar gwadigennoù, ha, mar keret, lenner pe lennerez, me a gano anezhi deoc’h evit frealziñ un tammig ho kalon hag ho spered, pa vefont lizennet gant ar velkoni pe an dristidigezh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.165

Ne zegas ket ar c'houlennadeg kalz a sklerijenn war an afer ; ha kalz kaozioù a vez uzet evit klask gouzout ha kaset eo bet an taol da benn evel ma lavar ar vaouez, pe ha bet hepken un "taol-esa", dre ziouer a amzer, evel ma lavar ar paotr diouzh e du.

1985
Daveenn : DGBD p124

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial