Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. (db. an endalc'herioù) Lemel ar pezh zo endalc'het (en udb.). Goullonderet em eus ar baner. HS. dileuniañ. HS. goulloiñ. 2. Dre skeud. Debriñ pe evañ holl ar pezh zo en un endalc'her. Goullonderiñ a rae e skudell. 3. Kegin. Tennañ ar bouzelloù kuit a-raok poazhañ (ur pesk, h.a.). Goullonderit ar pesked. HS. difastañ, divouzellañ, goulloiñ. 4. (db. al lec'hioù) Skarzhañ. Goullonderiñ ar vro diouzh an dud-se. Goullonderet e voe an holl gouentoù : graet e voe d'an dud a oa er c'houentoù o c'huitaat holl. 5. Dre ast. Kas da vann. Goullonderiñ an toc'had. HS. distrujañ.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

goullonderet

1499
Daveenn : LVBCA p86 (vuyder)

goullonderet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg vuider

goulloet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg vuider

goullonderet

1732
Daveenn : GReg pg desemplir

goullonderet

1732
Daveenn : GReg pg desemplir

goullaouiñ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg goulloñdéri

goullonderiñ

1850
Daveenn : GON.II pg goullôi

goullonder

1850
Daveenn : GON.II pg goullôi

goullonderet

1850
Daveenn : GON.II pg goullôi

goullonderiñ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg goulloñdéri

Sec’hed mat o doa, rak n’int ket bet pell evit goullonderiñ div bodezad gwin-ardant ha teir bodezad gwin.

1877
Daveenn : EKG.I. p.228

goullaouiñ

1909
Daveenn : BROU p. 244

goullonderet

1909
Daveenn : BROU p. 244 (vider)

Leuniet e veze ar vag bep ar mare gant an tarzhioù. Kadra ha Daga a vennas he goullonder.

1923
Daveenn : SKET p.109

An devezhioù tremenet war al lestr n'o devoa ket desket din c'hoazh ar basianted ret ; n'em boa mall nemet da vont da zirennañ va divesker war an douar kalet, setu ma kavis hir va amzer rankout chom azezet adarre eurvezhioù dirak an daol ; hag, ur wech aet en douar, anv ebet adarre da vont da c'hourvez, hogen chom c'hoazh div pe deir eur da c'houllonder un nebeud boutailhadoù bier.

1985
Daveenn : DGBD p26

Notennoù studi

Kinnig a ra an Tad Maner an anv-gwan-verb goloet (goulloet) evit goulonder. Anv-gwan-verb goulloiñ eo avat.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial