Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(db. an dud) 1. Bezañ gourdon d'ober udb. : bezañ embreget, boas d'e ober. Ne oan ket gourdon da gomz yezh ar vro-se. Ken gourdon omp da glevet kleier hor bro ma ne daolomp mui meiz d'o c'hanenn. 2. Bezañ gourdon ouzh udb. : bezañ barrek warnañ, bezañ barrek d'ober gantañ. Penaos e c'hall tud evel-se bout gourdon ouzh o labour ? Ar soudarded ne oant ket gourdon ouzh o maskloù. 3. Dre ast. Dornet. Ul livour ampart ha gourdon. HS. barrek, gouest.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

gourdon

1924
Daveenn : SKET.II p.129 « Geriadurig », "habitué (krenn-vrezoneg)".

Bez gourdon da embreger a bep doare riskloù, ha menel en o c’hreiz difrom atav !

1924
Daveenn : SKET.II p.32

gourdon

1931
Daveenn : VALL pg accoutumer

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial