Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
12
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Lurell danvez, lêr, h.a., a starder en-dro d'an dargreiz evit delc'her ur bragoù, ur vrozh, h.a. Ar forbanned-se a oa gant lod anezho peder pe bemp kontell e gwask o gouriz. Prennit ho kouriz. & Trl. skeud. Leuskel, dougen, kaout, kemer ar gouriz plouz : ober freuz-stal, ha, dre ast., bezañ forc'het diouzh e wirioù keodedour. 2. Ent strizh (er sportoù) Lurell danvez liv a arouezier ganti renk an dud a ra judo, karate, h.a. Bet en deus ar gouriz glas. & Dre ast. An den a zoug ar gouriz-se. Hennezh zo ur gouriz du. 3. Dre skeud. En-dro d'an enezenn-se ez eus ur gouriz reier. II. Korf Lodenn eus ar c'horf a c'hoarvez eus an daou askorn klun, an askorn kroazell hag an askorn belost.

Skouerioù istorel : 
54
Kuzhat roll ar skouerioù

gouriz

900
Daveenn : LDJM.1 p.60

gouriz

1499
Daveenn : LVBCA p86 (ceinture)

penn gouriz

1499
Daveenn : LVBCA p86 ('extrémtié, boucle de ceinture')

hanter c'houriz

1499
Daveenn : LVBCA p86, 95 (demy-ceinture)

leuskel ar gouriz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg faire banqueroute

gouriz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ceinture

kemer gouriz Sant-Frañsez

1732
Daveenn : GReg pg (prendre le) cordon (de St. François)

kemeret ar gouriz

1732
Daveenn : GReg pg (prendre le) cordon (de St. François)

reiñ ar gouriz da ur re

1732
Daveenn : GReg pg (donner le) cordon

gouriz kleze

1732
Daveenn : GReg pg (ceinturon d') épée

va dleour en deus kemeret ar gouriz plouz

1732
Daveenn : GReg pg (mon) débiteur (m'a fait fau-bon)

gouriz fustenn

1732
Daveenn : GReg pg bandage (trayer pour les hergnes qui est de fûtaine, ou de fer couvert de cuir)

gourizoù fustenn

1732
Daveenn : GReg pg bandage (trayer pour les hergnes qui est de fûtaine, ou de fer couvert de cuir)

gouriz houarn

1732
Daveenn : GReg pg bandage (trayer pour les hergnes qui est de fûtaine, ou de fer couvert de cuir)

gourizoù houarn

1732
Daveenn : GReg pg bandage (trayer pour les hergnes qui est de fûtaine, ou de fer couvert de cuir)

gouriz ouzh an avelenn

1732
Daveenn : GReg pg bandage (trayer pour les hergnes qui est de fûtaine, ou de fer couvert de cuir)

leuskeul ar gouriz

1732
Daveenn : GReg pg (faire) banqueroute

dougen ar gouriz plouz

1732
Daveenn : GReg pg (faire) banqueroute

gouriz

1732
Daveenn : GReg pg ceinture

gourizoù

1732
Daveenn : GReg pg ceinture

grouiz

1732
Daveenn : GReg pg ceinture

grouizioù

1732
Daveenn : GReg pg ceinture

gouriz armoriet

1732
Daveenn : GReg pg ceinture (funebre, litre)

gouriz blev gavr

1732
Daveenn : GReg pg cilice (ceinture faite d'un tissu de poil de Chévre, ou, de crin)

gourizoù armoriet

1732
Daveenn : GReg pg ceinture (funebre, litre)

gourizoù blev gavr

1732
Daveenn : GReg pg cilice (ceinture faite d'un tissu de poil de Chévre, ou, de crin)

gouriz neud-orjal

1732
Daveenn : GReg pg cilice (fait de fil d'archal avec des pointes)

gourizoù

1732
Daveenn : GReg pg cilice (fait de fil d'archal avec des pointes)

breuriezh ar gouriz a sant Frañsez

1732
Daveenn : GReg pg (la) Confrairie (du cordon de Saint François)

gouriz Sant-Frañsez

1732
Daveenn : GReg pg cordon (de Saint François)

gourizoù

1850
Daveenn : GON.II pg gouriz

gouriz

1850
Daveenn : GON.II pg gouriz, grouiz

ur gouriz ruz en doa

1850
Daveenn : GON.II pg gouriz

kemerout ar gouriz plouz

1850
Daveenn : GON.II pg gouriz

gouriz

1850
Daveenn : GON.II pg gouriz, grouiz

roet em eus va gouriz da livañ e ruz

1850
Daveenn : GON.II pg liva

Da unan ac’hanoc’h ez an da reiñ ar riblennad lian du ; evel ur gouriz el lakaio en-dro d’e groazlez.

1878
Daveenn : EKG.II p.110

gouriz

1909
Daveenn : BROU p. 245 (à Ouessant on ne donne ce nom qu'aux cintures portées sur une robe : robe d'enfant de l'un et l'autre sexe, robe de prêtre)

Merzet ganti, astennet war un hordennad geot sec’h, gouriz arem Kintus, hag hen stag outañ e c’hougleze, e kemeras Derkeia anezhañ hag e lavaras da Gintus : [...].

1923
Daveenn : SKET p.105 (Reizhet en eil kevrenn -1924- : p.150 : "Da reiza er gevrenn genta" : "P. 105, pempet dilinenna, lin. 2, e lec’h « e c’hourgleze » lenn « e c’hougleze »".

Enez Heligoland (Abalos), kaset bremañ gant ar mor d’un dolzennad vaen-krag nemetken, a oa ouzh hec’h ober, er Grenn-Amzer c’hoazh, gweleadoù tev-meurbet a gleiz a zo bet dismantret abaoe gant an tonnoù, hag a rae dezhi d’ar mare ur gouriz tornaodoù gwenn (Reclus, Géogr., III, pp. 734-7).

1923
Daveenn : SKET p.130

En o c’herc’henn un doneg verr liesliv a dizhe o hantervorzhed ; stardet ez oa en o dargreiz gant ur gouriz lêr.

1924
Daveenn : SKET.II p.76

Ar mor, e-barzh ar porzh, a sav, a c’hwezh ; en em astenn, en em ledañ a ra war an traezh, en-dro dezhi ur c’houriz wenn dantelezet, dantelezet gant ar wagennoù pere en em blege, en em zisplege, a frege, a zifarlee, en ur diruilhañ o [g]arlantezennoù eonennus.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1123 (Miz Du 1924).

Ma !... un hinkin out, paotr e c'houriz ledan ! eme paotr Gouenoù en ur c'hourvez war ar bank. - Evel ma z' eus meur a hini e Gorre-Leon, Goulc'hen ! emeve en eur c'hourvez ivez da ober eur pennad kousk.

1929
Daveenn : SVBV p10

gouriz avelenn

1931
Daveenn : VALL pg bandages

gourizioù-avelenn

1931
Daveenn : VALL pg bandages

kemer ar gouriz plouz

1931
Daveenn : VALL pg banqueroute

leuskel ar gouriz

1931
Daveenn : VALL pg banqueroute

-"Petra", emezo, "c'hwi hoc'h eus dilhad giz ar vro-mañ, met mankout a ra deoc'h gourizoù lêr."

1944
Daveenn : EURW.1 p.160

Plegioù ‘dreñv ar gapotenn a ranke bezañ par ; unan a sache warno keit ha ma skoulmec’h ho kouriz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.195

An deiz ne oa ket deuet e dermen, ma oamp gwisket hag harnezet penn-kil-ha-troad. Daou vragoù ruz, ur chupennig verr, ur porpant Sul, gant baskoù ha div regennad boutonoù kouevr, ur re skoazellennoù ruz gant istribilhonoù, ur gapotenn hir, daou gepi, unan anezho gant un doupenn hag ur blakenn driliv, ur boned polis, daou re votoù lêr, ur re blat anezho ; rochedoù, gourizoù mezher, manegoù ha zoken ur boned-noz !

1944
Daveenn : EURW.1 p.194

Ar gwiskamantoù breton am lakae seder : bez' e oa c'hoazh gwazed kozh gant brageier-bras lien ha bodreoù (gamachoù) ; ur gouriz lêr a oa en-dro d'o divgroazell.

1944
Daveenn : EURW.1 p75

Evel azen ar gouent, yaouank e oa ar manac’h, etre c’hwezek ha seitek vloaz : anat an dra diouzh flour e zremm, hag ivez diouzh e c’haoliadoù bras hag an tizh, a lakae e soutanenn wenn stardet en-dro d’e zargreiz gant ur gouriz neud tev gwenn, plañsonet da stlakal en-dro d’e zivesker.

1949
Daveenn : SIZH p.37

Ha dastumet an "nyama" (ar c'hig) en un delienn staget gant ur poell ouzh ar gouriz, e vo lipet e vourroù diwarnañ da boent koan.

1985
Daveenn : DGBD p61

Ur wech aet e-biou d'ar C'hap Palmas en em gaver war 'Aod an Olifant' ; hag adalek eno e kroger da verdeiñ penn er Reter ha zoken, e pennadoù a zo e troer un tamm etrezek ar Biz ; hag en doare-se, e-pad meur a zevezh ne vo ket tostaet muioc'h ouzh gouriz ar bed.

1985
Daveenn : DGBD p18

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial