Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

En e c'hourvez. Bezañ gourvezet war ur gwele. Chom gourvezet.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

gourvezet

1499
Daveenn : LVBCA p87 (couchie)

gourvezet war ar geot flour

1732
Daveenn : GReg pg herbette (Se coucher sur l'herbette, pp.)

Ha chetu war-dro hanternoz e voe spontet, ha nec'het Booz, pa welas ur vaouez gourvezet oud e dreid.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.104, Buez Ruth.

Gourvezet a-zindan ur roc'h / Un den gouez, a-bell dioc'h amañ, / Hag e vugale disoroc'h / A voa o vont da verennañ.

1867
Daveenn : MGK p37

Eno, gourvezet e-touez an teil, e zaou benn stok-ouc’h-stok, rodellet evel ur c’hi, e krene, evel ur bern delioù, pa gleve an tennoù fuzuilh o s[tl]akal hag an armelioù o tigeriñ a-flav.

1877
Daveenn : EKG.I. p.125

P’edon o kantren dre hentoù ar bed a-gevret gant mab gouenn-uhel Albiorix, e c’hoarveze ganen hunvreal alies en hon hengounioù, en deiz e-pad an hirvarc’hekadennoù, ha, d’an noz, azezet pe c’hourvezet ouhz an tan, o c’hortoz an dour-berv da ganañ er c’haoterioù.

1923
Daveenn : SKET p.46

Evit ar c’horfoù, enkevet e voent en douar m’edont gourvezet warnañ, hag en doare-se eo e voe kretaet a-benn ar c’hantvedoù da zont galloud ha didrec’husted kreñvlec’hioù an Nemetaved (Nemetavi « keneiled Nemetos ») e kompezenn an Teir Stêr (4).

1923
Daveenn : SKET p.128

Tremen a rejont an eil penn-nozvezh en ur vanell distro, e-harz moger izel ul liorzh, gourvezet en ur gichen evel daou bried, war ul lienenn delt astennet war al leur, goloet pep hini gant e ballenn, hag o sac'h-soudard ganto e-giz goubenner.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

En ur ober pemp munutenn e ranke an holl bezañ gourvezet didrouz.

1944
Daveenn : EURW.1 p33

En e waremm, gourvezet er foz dindan ar raden hir, Job a c’hortoze, gant e falz nevez c’houlazhet en e gichen.

1944
Daveenn : ATST p.71

N'eo ket un den avat evit chom da vale hep ehan, pa 'z eo skuizh en araog dreist-holl; n'on ket kennebeut evit chom azezet, gourvezet ez a gwelloc'hik ganin.

1985
Daveenn : DGBD p11

Dres e-kreiz e oa un den gourvezet, e gorf gwall c'hliziennet hag o krenañ c'hoazh.

2012
Daveenn : DJHMH p. 73

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial