v.g.
I.
(db. an evned)
1. Reiñ e vouezh da glevet, pa reer anv eus ur big.
Klev ar piged o c'hragailhat.
HS. ragachat.
2. Dre ast.
Reiñ he mouezh da glevet, pa reer anv eus ur penn-gwazi.
II.
Dre skeud. (db. an dud)
1. Komz uhel, a-hed hag a-dreuz, gant ur vouezh skiltr.
Ar vaouez-se a c'hragailhe evel ar piged.
2. Krozal d'ar re all dre ma ne vezer ket laouen gant un diviz, h.a.
Graet eo ar stal bremañ, lezit ho trouz, gragailhet hoc'h eus a-walc'h.
3. (db. meur a zen)
Komz holl a-gevret, hep selaou ar re all.
4. (db. ar vugaligoù)
Batouilhat.
Hemañ ne gomz ket c'hoazh, ne ra ken met gragailhat.
Daveenn :
BROU
p. 246 (piailler, signifie aussi se gargariser, caqueter, comme les poules, comme les enfants à moitié endormis, lorsqu'on les berce)
gragailhat
1931
Daveenn :
VALL
pg bavarder
Ne zichañsas ket dimp menel bamet dirak harem Abd-el Aziz, met bez' oa en-dro dezhañ teir pe beder gaoued gant orjal arc'hant, hag enno ur bagad perokidi ha krakperokidi na baouezent ket d'en em gannañ ha da c'hagailhat [sic, c'hragailhat] ken ma tregerne hon divskouarn.
Ne zichansas ket dimp menel bamet dirak harem Abd-el Aziz, met bez' oa e-dro dezhañ teir pe beder gaoued gant orjal arc'hant, hag enno ur bagad perrokidi ha krakperrokidi na baouezent ket d'en em gannañ ha da c'hagailhat [sic] ken ma tregerne hon divskouarn.
1954
Daveenn :
VAZA
p.136
Daoust ha n’intente tanfoeltr den he c’homzoù, gwashoc’h eget ur gazeg-koad e c’hargailhe dibaouez pep koantenn, ha goude ur pok start, pebezh cholori, pebezh c’hoarzhadeg !...